List, list.
O welet kement-se, ha skuizh o c’hedal, me 'gred (ne gav ket din e vije dre vezh e vije bet, avat, rak an neb a nac’h e relijion hag e Zoue, n’en deus mezh dirak netra), ar person "intru" a lavaras da gabiten ar soudarded e oa gwell dezho lezer an oferenn a-gostez ha mont d’an ti-kêr evit lakaat war baper e oa eñ gwir berson Plougerne.
D’ar mare-se, n’oa ket brav doare an dud war an douar. Doue, droug ennañ o welet pec’hedoù ar vro, a lezas e vugale da ober o fenn o-unan. Dall evel ma’z eo an dud hep skoazell an Aotrou Doue, ne zalejont ket da vont dre an hent fall, fall e pep giz : fall evit traoù ar bed-mañ kerkoulz hag evit traoù ar bed-all.
list
Mar n’hellez ket stummañ an dud diouzh da c’hoant, na zeuet da wir evidout an dro-enep : n’en em lez biken da vezañ stummet gant an dud hag an darvoudoù, nemet a-youl e plegfes da se e sell eus ar Vad, rak n’eo ket un dervenn start ez eo, ne vo biken ur c’halet a baotr, ne vo biken anvet den-meur, hogen merc’hodenn-goar, krouadur-pri, bugel-douar, an neb en em lez da vont from-difrom da heul an traoù a-ziavaez.
Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.
lezel kabestr gant ub.
lez da gas !
ne lez mann en e zilerc'h
Goude bezañ prederiet, hon eus kavet e oa gwelloc'h lezel a-gostez pep reizh strizh, rak war draoù ken sebezus e kouezhed, ma ne oad ket evit ober evel-se.
Ar c'hinnig-se a lezas ac'hanomp etre daou soñj.
Lezomp, avat, a gostez [a-gostez] loened hag anevaled, pa n’eus hini ebet anezho em istor, ha gwelomp pelec’h omp degouezhet pelloc’h.
— « An eontr a zo marv hag ar voereb a zo klañv-bras, » a lavaras Lom ; « ha prestik e vo deomp heritaj Karreg-al-Louarn, ha va lodenn a lezan ganeoc’h, ma n’eo ket hounnezh Na an Du. »
Setu e voe lezet ar gwele digor-frank.
Ha teñzor hon tadoù kozh a veze lezet a gostez ["a-gostez"].
Mat, hiviziken, ni a lezo ar merc’hed da gontañ o istorioù… ha da ziskontañ eus o fortun heritaj ar voereb kozh rak hennezh a vo deomp, kousto pe gousto.
E zilhad soudard a voe lezet gantañ da vont kuit ; pa oan bugel am eus soñj bezañ kavet brav an doupenn reun ruz a oa war e chako lêr, hag ar fourajerennoù ruz kordennet, gant brochennoù kouevr a veze a-istribilh ouzh ar skoaz, hag ar c'hleze meur gant e zornell kouevr, a oa e-pign ouzh speurenn ar gambr, hag a veze miret holl gantañ evel eñvorennoù e amzer verr a varc'heger.
Izeloc'h en diaz, a-us d'ur menestin foenneg, e disheol ur bochad gwez elv, e klouare ul lenn-kouronkañ, ma c'helled ebatiñ, goude bezañ pigellet pe douget boutegadoù atredoù, e-pad eurioù an deiz ; rak, - ar Reolenn a oa, - ne veze ket lezet nemeur ar baotred yaouank hep ober tra pe dra.
Mar plij, aotrouned, prim ma list !
Ne deo Sassandra nemet ul lec'hig hep talvoudegezh, ha ne deo ket evit lezel pe gemer beajourien, na kennebeut evit kargañ marc'hadourezh, eo e chom al listri a-sav amañ (pe a-wechoù e Tabou, tostoc'h d'al Liberia), met evit kemer en o bourzh morianed a ouenn Krou, hag a vo karget da ober al labourioù tennañ e-keit ha ma vo al lestr gant e droiad er broioù tomm.
Skrivet eo al lizher gant lizherennoù ront stummet brav. E-kichen o deus lezet o c'hartennoù-anv.
Da gKoula e lavaran lezel kement labour all e-skourr ha dastum war ar rouedad an holl ditouroù a c'hello kavout diwar-benn Korasidis.
Diskouezit eta ho kartenn-anv pe[/]ha paseporzh dezhe ha lezet e vefet da vont dizale.
Aet e o Papon da brefed polis goude bezañ bet servijour feal faskouriezh Vichy, ha lezet da vont kerkent ha kondaonet abalamour d'e dorfed a-enep an denelezh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
lezel