dilezel
Anna, emezi, gouzout a ran eo ho prasañ c’hoant mont da leanez e kouent Kastell ; aotreet hor boa, ho tad ha me, e vijec’h aet goude an eost a zeu ; bremañ e rankan en em zislavaret. Anna, chomit gant ho preur, n’eñ dilezit ket ; n’en deus tad ebet mui, a-barzh nemeur n’en devezo mamm ebet kennebeut ; lezet e viot evel daou vinor paour war an douar.
dilezel
dilezel beli
dilezet
Kaoz e [sic] oa war Arvor ar sizhun ail, eus ar « Roazhoneg » pe vrezhoneg Breizh-Uhel. Eman ar « roazhoneg » o teurel gwrizioù e kêrioù ail Breizh-Uhel. Tra vev eo ur yezh : kreskin hag ober berzh a ra, pa vez graet war he zro ; ha kivizan ha raervel. pa vez dilezet.
Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.
Kerkent ha ma c'hallent e tilezent ac'hanomp, ha n'eus nemet unan eus ar re a oa bet dastumet evel-se hag a ve bet chomet en tu-hont da dri miz en hor servij.
Hogen stag-tre e oant ouzh ar pourmenadennoù-se, a oa evito barr o sizhun ; hag evit gallout o friziañ diouzh c'hoant ha tennañ anezho o gwalc'h a zudi, n'eo ket hepken dilezel emgavioù plijadurus a raent, hogen ober skouarn vouzar ivez da c'halv an aferioù.
Ar striv kentañ a rankomp ober eta eo en em zizober diouzh kredenn ar burzhudoù, ha lakaat an emsaverien da zilezel ar gredenn-se.
Sevel diferadoù-kêr a-enep an OGK, paeroniañ tud dibaper, lidañ euredoù tud heñvelreizh, embann an dizalc'hiezh, sevel oberoù "Kêrvarv", goulenn repu digant broioù all, dilezel e vroadelezh...
Stourm gant fent a c'hall bezañ ur benveg a-bouez evit digreskiñ ar riskl da vezañ skoet feuls gant ar boliserien : gant ar fent e vez distanet an traoù, kempouezet e vez nerzhioù an daou du, ha sikour a ra da zilezel un tamm an darempredoù a c'hourelezh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dilezenn