Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.k.e. 1. Seveniñ al lidoù (II 1) relijiel. Lidañ an oferenn. HS. oferenniñ. 2. Reiñ lid, sked d'ur gouel bnk. Lidañ ur gouel, un eured, un deiz-ha-bloaz. Amañ ne lider ket ar gouel-se.

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

lidañ

1850
Référence : GON.II pg goélia, gouélia, lida, lita

lidet

1850
Référence : GON.II pg lida, lita

lidet

1850
Référence : GON.II pg lida, lita

lidañ

1850
Référence : GON.II pg lida, lita

na lider ket ar gouel-se amañ

1850
Référence : GON.II pg lida, lita

An hini tremenet a yae neuze d’al letonennoù ec’hon ma teue ar re varv da lidañ o c’hoarioù a-gevret.

1923
Référence : SKET p.74

an azeulerezh a lident d’an heol

1923
Référence : SKET p.183, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "(VII, 8) Le culte qu’ils rendaient au soleil".

lidañ

1923
Référence : SKET p.183, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Célébrer".

E bred hon eus debret ha lidet e c’hoarioù-kañv ; lazhet hon eus dezhañ war e vez e gezeg, e oc’hen, e sklaved ha hanter-kant prizoniad-brezel dibabet a-douez ar grenvañ, ar re gaerañ.

1923
Référence : SKET p.19

Goanag am boa, an dra-se a zo gwir, d'adgwelout-hi ha d'adgwelout ivez va c'hloc'hdi uhel, kinviek ha dantelezek, ha d'adklevout mouezhioù lirzhin ar c'hleier benniget a sonas da lidañ va badiziant ha va fask kentañ.

1929
Référence : SVBV p.13

Pardon ar bourk a veze lidet da ouel sant Pêr.

1944
Référence : EURW.1 p26

Gouel a lide Kastilha Gozh, er-maez, da vokediñ, a-raok sec'hor gell ar mizioù hañv, beli berrbad an Nevez-Amzer.

1949
Référence : SIZH p.39

D'ar 14 a viz gouere omp bet o lidañ Gouel ar Republik e ti hor rener-bras, hag a zo o chom en ur ge[ê]riadenn all, anvet Kongo, e tu reter al loc'h.

1985
Référence : DGBD p42

Sevel diferadoù-kêr a-enep an OGK, paeroniañ tud dibaper, lidañ euredoù tud heñvelreizh, embann an dizalc'hiezh, sevel oberoù "Kêrvarv", goulenn repu digant broioù all, dilezel e vroadelezh...

2015
Référence : DISENT p57

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux