I.
Bet lakaet da vezañ lent ha da goll fiziañs.
Piv a savas d'e zislavaret ? Hini ebet eus hor c'henvroiz, abafet ma oant holl gant ar spont.
[1954] A-wechoù, ne baden ket gant ar c’hoant goulenn digantañ daoust ha gwir e oa kement-se, met bep tro e vane va genou ken kloz hag ur gokouzenn, rak abafet e vezen gant e zaoulagad dilufr evel maen [...].
2. Lakaet en etremar da c'houzout ar pezh a rank ober pe soñjal.
Karl Voal a oa chomet laosk hag abafet dirak lanvad drastus aloubadeg ar Vretoned. Abafet e oa gant ar pezh en doa klevet.
II. Dre ast.
1. [1931] Zo chomet hep ersaviñ da-heul un darvoud trumm, dic'hortoz pe souezhus.
Ne grede ket fiñval, ken spouronet ha ken abafet e oa gant tan ha trouz an tenn. Ken abafet ma ne ouie ket petra ober.
HS. alvaonet, seizet.
2. [1931] Zo mezevellet.
Abafet ha mantret war-lerc'h ar gwallzarvoud a oa o paouez c'hoarvezout. Ur wech en em gavis ken abafet ma ne oan ket gouest da gaout ur soñj vat em spered.
III. Dre skeud.
1. [1931] Zo badaouet diwar un taol war ar penn.
Abafet ne oa ken hag edo o tivorfilañ. Mezevellet hag abafet e kouezhas a-stok e gorf war an douar.
2. Zo deuet da vezañ laosk ha dinerzh goude bezañ evet re.
Setu ma oa mezv ar botaouer ha gwall abafet an deskard. Ne lavaran ket mezv met abafet ha badaouet.
HS. brizhvezv, krakvezv.
3. (db. ar glav, an avel)
Zo habaskaet.
Abafet eo ar glav. Abafet eo an avel.
HS. ardavet.
Un dervezh[,] abafet gant trouz ar soroc'hell, / He ozhac'h he c'has kuit da ober he zrabell, / Da ziwall war ar maez[,] kezeg, ha saout, ha moc'h.
Eunn dervez abafet gant trouz ar zoroc'hel, / He ozac'h he c'has kuit da ober he zrabel, / Da ziouall war ar meaz kezek, ha saout, ha moc'h.
1867
Référence :
MGK
p75
Abafet e voen ur pennadig gant va lamm, mes ne zaleis ket da zont ennon va-unan.
Abafet e ouen eur pennadik gand va lamm, mez ne zaleiz ket da zont enn-oun va-unan.
1878
Référence :
EKG.II
p.135
abafet
1931
Référence :
VALL
pg ahuri
A-wechoù, ne baden ket gant ar c’hoant goulenn digantañ daoust ha gwir e oa kement-se, met bep tro e vane va genou ken kloz hag ur gokouzenn, rak abafet e vezen gant e zaoulagad dilufr evel maen, ha dreist-holl abalamour ma chome ar peurliesañ hep distagañ na rak na perak.
1954
Référence :
VAZA
p.35
Ar person abafet ha doaniet-bras, a zo aet da azezañ war e gador-vrec'hek, e benn etre e zaouarn.
Ar person abafet ha doaniet-bras, a zo eet da azeza war e gador-vrec'hek, e benn etre e zaouarn.