I. V.k.e.
A.
1. [1850, 1927] Lakaat ub. da vezañ lent, e lakaat da goll fiziañs ennañ e-unan.
[1850] Va abafet en deus gant e sell. An dud-se o deus abafet o mab : ne gredfe ket teuler an eil troad a-raok egile. Abafiñ ub. gant e sell.
2. [1931] Lakaat ub. da sioulaat.
Abafiñ taeroni un den.
HS. digreskiñ, terriñ.
3. [1659, 1904, 1927, 1931] Badaouiñ ub. gant un taol bnk pe diwar souezh.
4. [1850, 1927, 1931] Divarc'hañ ub. ken ne oar ket mui petra ober.
5. [1850, 1927] Lakaat ub. da vezañ sod.
[1850] Abafiñ a reot anezhañ.
B. (en tu gouzañv)
1. Bezañ abafet gant ub., udb. : bezañ badaouet diwar un taol tapet digantañ.
Abafet e voen gant ma mamm met ne zaleis ket da zont ennon ma-unan.
HS. Mezevelliñ.
2. Bezañ abafet gant udb. : bezañ sabatuet gantañ.
Abafet e voe gant ar pezh en doa klevet.
HS. Sabatuiñ, sebezañ, souezhañ.
II. V.g.
1. [1850, 1927] Dont da vezañ lent.
[1850] Abafiñ a ra buan.
2. (db. ar glav, an avel)
[1904, 1931] Koll e nerzh.
Abafiñ a ra ar glav.
HS. Ardevel, habaskaat, terriñ
3. (db. an drougoù korf) Distanañ.
Hetiñ a ran ma abafo e boanioù.
4. [1659, 1850, 1927, 1931] Bezañ divarc'het gant ar souezh, ar sebez.