1. Danvezenn, (poultr pe liñvenn) a reer ganti evit kannañ an dilhad, h.a.
Ur podad lijoù.
[1878] Ur pod houarn bras, bet o tommañ lijoù da ober ar c’houez, marteze ivez ar soudarded o doa graet o soubenn ennañ, a yoa war an aoled [...].
&
Trl.
Dour lijoù : dour an danvezenn-se ennañ, evit kannañ dilhad.
&
Dour lijoù : kafe fall.
2. Dre ast.
Obererezh kannañ an dilhad.
Birviñ lijoù. Ober lijoù.
DHS. bugad, kouez.
Ur pod houarn bras, bet o tommañ lijoù da ober ar c’houez, marteze ivez ar soudarded o doa graet o soubenn ennañ, a yoa war an aoled ; lammet a ris war e c’horre ha diwarnañ e c’hellis, en ur groaziañ va divrec’h, tizhout daou gostez ar siminal.
Eur pod houarn braz, bet o tomma lichou da ober ar c’houez, marteze ive ar zoudarded o doa great ho zoubenn enn-han, a ioa var an aoled ; lammet a riz var he c’horre ha divar-n-han e c’helliz, en eur groazia va divreac’h, tizout daou gostez ar siminal.
1878
Référence :
EKG.II
p.137-138
lijoù
lijou
1909
Référence :
BROU
p. 393 (lessive)
Izabel a oa chomet er gêr : redek a rae he lijoù ; he aotre he devoa roet d’he bugale da vont da c’hoari gant ar re all, ha Bilzig, Madelen, Yannig ha Katellig, o-fevar en traezh.
Izabel a oa chomet er gêr : redek a rê he lijou (liziou) ; he ôtre he devoa roet d’he bugale da vont da c’hoari gant ar re all, ha Bilzig, Madelen, Yannig ha Katellig, o fevar en trêz.