Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Danvezenn, (poultr pe liñvenn) a reer ganti evit kannañ an dilhad, h.a. Ur podad lijoù. [1878] Ur pod houarn bras, bet o tommañ lijoù da ober ar c’houez, marteze ivez ar soudarded o doa graet o soubenn ennañ, a yoa war an aoled [...]. & Trl. Dour lijoù : dour an danvezenn-se ennañ, evit kannañ dilhad. & Dour lijoù : kafe fall. 2. Dre ast. Obererezh kannañ an dilhad. Birviñ lijoù. Ober lijoù. DHS. bugad, kouez.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

ober lijoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg buandiere, faire (la buée)

Ur pod houarn bras, bet o tommañ lijoù da ober ar c’houez, marteze ivez ar soudarded o doa graet o soubenn ennañ, a yoa war an aoled ; lammet a ris war e c’horre ha diwarnañ e c’hellis, en ur groaziañ va divrec’h, tizhout daou gostez ar siminal.

1878
Daveenn : EKG.II p.137-138

lijoù

1909
Daveenn : BROU p. 393 (lessive)

Izabel a oa chomet er gêr : redek a rae he lijoù ; he aotre he devoa roet d’he bugale da vont da c’hoari gant ar re all, ha Bilzig, Madelen, Yannig ha Katellig, o-fevar en traezh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial