Darn a lavaro : bara sec’h er gêr a zo gwelloc’h eget gwadegennoù e-maez ar vro, met degemeret e voemp eno evel rouanez : kentveuzioù a-vil-vern, kig, pesked ha keuz, gwestell e-leizh, gwin ha likur pep hini ’vel ma kare ha kement ha ma kare, ha frouezh ’ta, Va Doue, kaeroc’h-kaerañ, ha dreist-holl rezin ken tev ha ken hir ar greun anezho ha va biz-meud.
Bez’ oa ivez du-hont boutailhoù likur, gwin ha zoken champagn eus ar C’haokaz, traoù na dalvont ket nemeur a dra, met tañva a ris gant plijadur gwin-ardant ar vro, ar vodka ken brudet (1).
O vezañ n’he devoa bugel ebet, pa zeuas he zro da vont da anaon – diwar ur c’hofad likur, eme an dud ; - setu ma laoskas gant an intañv, keit ha ma chomje bev, ur pikol ti e Lanuon [Lannuon], div pe deir c’henkiz e Tregastell, douaroù, leve ha madoù all a-vil-vern.
Ar pred a bad, a bad, adalek an "apéritif" betek ar c'hafe hag al likurioù, ken na stager adarre gant ar bier pe ar whisky.
Dont a ra ar c'habiten da ober ur gwel all deomp, hag evel ma 'z eus ur galafrennad likur jenevra war ar stal, ne deomp ket d'hor gweleoù hep bezañ graet un tañva da likur broadel Izelvroiz.
Mots précédents
Mots suivants
likorn