Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. KOZH Liñvenn. 2. Died dous sukret a c'hoarvez eus frouezh pe blant lakaet e glec'h en alkool. Ur banne likor. & Likor prun : fardet gant prun. & (impl. da anv unan.) Seurt likor. Neuze ne veze na kafe, na gwin-ardant, na likorioù. [1954] [K]entveuzioù a-vil-vern, kig, pesked ha keuz, gwestell e-leizh, gwin ha likur pep hini ’vel ma kare ha kement ha ma kare, ha frouezh ’ta, Va Doue, kaeroc’h-kaerañ, ha dreist-holl rezin ken tev ha ken hir ar greun anezho ha va biz-meud. 3. Pemdez, dizoare Sper.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

tremen ul likor bennak dre al lien pe, dre ar paper gris

1732
Daveenn : GReg pg filtrer (passer par le filtre.)

tremenet ul likor bennak dre al lien pe, dre ar paper gris

1732
Daveenn : GReg pg filtrer (passer par le filtre, pp.)

Neuze, en tiez mat, evel e Maner al Liorzhoù, ne veze roet da brejañ da zen nemet ur banne gwin mat : neuze ne veze na kafe, na gwin-ardant, na likurioù.

1878
Daveenn : EKG.II p.43

Al likorioù, dreist-holl an aperitivoù, a vez evet pa vezer war yun, a zo noazusoc'h c'hoazh.

1943
Daveenn : TOAA p1

Eno, te, kafe, likorioù, peadra da vadaouiñ ar re o doa dalc'het mat d'o fenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.181

Darn a lavaro : bara sec’h er gêr a zo gwelloc’h eget gwadegennoù e-maez ar vro, met degemeret e voemp eno evel rouanez : kentveuzioù a-vil-vern, kig, pesked ha keuz, gwestell e-leizh, gwin ha likur pep hini ’vel ma kare ha kement ha ma kare, ha frouezh ’ta, Va Doue, kaeroc’h-kaerañ, ha dreist-holl rezin ken tev ha ken hir ar greun anezho ha va biz-meud.

1954
Daveenn : VAZA p.89

Bez’ oa ivez du-hont boutailhoù likur, gwin ha zoken champagn eus ar C’haokaz, traoù na dalvont ket nemeur a dra, met tañva a ris gant plijadur gwin-ardant ar vro, ar vodka ken brudet (1).

1955
Daveenn : VBRU p.35

O vezañ n’he devoa bugel ebet, pa zeuas he zro da vont da anaon – diwar ur c’hofad likur, eme an dud ; - setu ma laoskas gant an intañv, keit ha ma chomje bev, ur pikol ti e Lanuon [Lannuon], div pe deir c’henkiz e Tregastell, douaroù, leve ha madoù all a-vil-vern.

1955
Daveenn : VBRU p.18

Ar pred a bad, a bad, adalek an "apéritif" betek ar c'hafe hag al likurioù, ken na stager adarre gant ar bier pe ar whisky.

1985
Daveenn : DGBD p97

Dont a ra ar c'habiten da ober ur gwel all deomp, hag evel ma 'z eus ur galafrennad likur jenevra war ar stal, ne deomp ket d'hor gweleoù hep bezañ graet un tañva da likur broadel Izelvroiz.

1985
Daveenn : DGBD p146

Ofis publik ar brezhoneg