I.
Str.
[1499, 1850, 1954] Plant geotennek o bleuñv glas, a c'hounezer evit o had eoulus hag an danvez gwiennek a denner diouzh o garennoù.
Ur parkad lin.
[1850] Araskl eo al lin. Bolc'hoù lin.
[1954] Nag an oabl pa vez en e splannañ, nag al lin en e vleuñv [...].
II.
H.g.
1. [1499, 1699, 1850, 1878, 1924] Danvez gwiennek a denner diouzh gar ar plant-se end-eeun.
Kribañ, nezañ lin. Neud lin.
[1499, 1850] Un duilh lin. [1699] Lakaat lin da eogiñ. [1850] Braeañ lin. [1878] Mari Toulleg a sammas he c’harr-nezañ war he skoaz, a gemeras un hordenn lin a-zindan he c’hazel, hag a deuas d’ar gêr. [1924] Darn all a neze gloan pe lin, pe ganab.
2. Trl. skeud.
Reiñ lin evit lin ha stoub evit stoub : distreiñ ur prof pe ur gwallober da ub.
&
Tr. kv.
Glas, gwenn evel lin : glas-tre, gwenn-tre.
Ar merc’hed blev-melen, a c’hournijelle ganto o skerboù lin tanav hag a stirlinke gwalennoù o divrec’hioù gwenn hag o ufernioù-treid (1), keit ha ma troellent ha ma lamment, skañv evel yourc’hezed, war al leton ouzh gwrimenn ar wezeg c’hlas.
Ar merc’hed bleo-melen, a c’hournijelle ganto o skerbou lin tano hag a stirlinke gwalennou o divrec’hiou gwenn hag o uferniou-treid (1), keit ha ma trôellent ha ma lamment, skanv evel yourc’hezed, war al leton ouz gwrimenn ar wezeg c’hlas.
1923
Référence :
SKET
p.62
Darn a rae stamm, ar re-mañ a chome e-kichen ar goulou-lutig, en-dro d’an oaled, gant ar wazed kozh hag ar baotred yaouank ; darn all a neze gloan pe lin, pe ganab ; hag ar re all, en traoñ an ti, o kribinañ, oc’h enkardiñ, o vraeat pe o paluc’hat.
Darn a rê stamm, ar re-man a chome e-kichen ar goulou-lutig, en-dro d’an oaled, gant ar wazed koz hag ar bôtred yaouank ; darn all a nee gloan pe lin, pe ganab ; hag ar re all, en traon an ti, o kribina, oc’h enkardi, o vreat [sic, "vraeat"] pe o paluc’hat.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 41, p.943 (Mae 1924)
An deiz war-lerc’h, da c’houlou-deiz, ar Vran a oa du-hont pell, pell, war ar mor, war hent Montroulez, aet da gargañ gwinizh hag had lin evit Landreger.
An de war-lerc’h, da c’houlou-de, ar Vran a oa du-hont pell, pell, war ar mor, war hent Montroulez, aet da garga gwiniz hag had lin evit Landreger.
1925
Référence :
BILZ2
p.168
Na lin, na kudenn neud, na bechenn amann, na vi, na pesk ne vez kinniget dezhe.
Na lin, na kudenn neud, na bechenn amann, na vi, na pesk ne ve kinniget d’ê.
1925
Référence :
BILZ2
p.135
Nag an oabl pa vez en e splannañ, nag al lin en e vleuñv, na daoulagad ar c’hlanañ [m]eleganez, nag ar glizin luskellet ’mesk ar gwinizh gant aezhenn domm miz Eost, mann, n’eus mann war an douar hag a dalvfe bezañ lakaet kemm-ouzh-kemm gant an dour glas, ken kuñv, ken tev ha ken treuzwelus war an dro, a gousk eno, el lec’h benniget-se.
Nag an oabl pa vez en e splannañ, nag al lin en e vleuñv, na daoulagad ar c’hlanañ veleganez, nag ar glizin luskellet ’mesk ar gwinizh gant aezenn domm miz eost, mann, n’eus mann war an douar hag a dalvfe bezañ lakaet kemm-ouzh-kemm gant an dour glas, ken kuñv, ken tev ha ken treuzwelus war an dro, a gousk eno, el lec’h benniget-se.
1954
Référence :
VAZA
p.139
KARAC'H : bruzunoù kanab pe lin bet malet er vilin.
KARAC'H : bruzunoù kanab pe lin bet malet er vilin.
1955
Référence :
VBRU
p.192 (GERIOU TREGERIAT RIK)
Note d'étude
Hervez GMB 95 e c'hallfe stumm "cazas" ar c'hatolikon bezañ evit ur ger all ha n'eo ket "kanastr".
Hervez GON.II e vez kavet ar ger "lin" er c'heriaoueg vrezhonek eus an IXvet kantved.