Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. 1. Tremen an teod war udb. Ur c'hazh o lipat e bav. Ar c'hi en em lakaas da lipat divjod e vestr. & Trl. skeud. N'eo ket bet roet e deod dezhañ evit lipat mogerioù : distagellet eo e deod. & Trl., dre fent Lipat pri : kouezhañ. & Trl., pemdez Reiñ moull ar vaneg da lipat : distagañ ur flac'had gant ub. 2. Dre heveleb. (db. ar mor, ar stêrioù) Dont da stekiñ ouzh ar ribl goustadik-tre. Gwagennoùigoù a lipe traoñ ar chaoser. B. 1. Lemel ar boued diwar udb. gant an teod. Lipat ul loa, ur plad. & Trl. skeud. Lipat e loa : mervel. 2. Dre ast., pemdez Debriñ. Klask udb. da lipat. A-benn fin ar sizhun e vo lipet ar wastellenn. DHS. lonkañ. & Trl., pemdez (db. an dud) Koant da lipat : koant-tre. 3. Dre skeud. Kas udb. gantañ. O marv kriz, pa 'c'h eus lipet ma dousig. 4. Pemdez Evañ diedoù, alkoolek prl. Lipat ur banne, e lommig, gwerennoù. HS. lonkan. & Ent krenn Lipat a ra pa ne vez ket e wreg er gêr. & Trl. Na lipat chadenn ar puñs*. C. Diskar, foeltrañ. Lipet eo bet ar c'haol-fleur gant ar skorn. D. 1. Pemdez (db. an dud) Foranañ. Lipat e vadoù. & Trl. Lipat e askorn : dispign e holl vadoù. 2. Kas da benn, seveniñ udb. en un doare dispar. Dañsal a rae gwashoc'h eget un diaoul hag e lipe ar gavotenn bravoc'h eget nikun. [1949] - Ur werz nevez emaoc'h o lipat, breur Arturo ? II. V. rag. Pemdez EN EM LIPAT. A. V. em. 1. En em zibab. Lez ar re-se d'en em lipat. 2. Trl. En em lipat ouzh ub. : klask bezañ deuet mat gantañ. Hennezh a oar en em lipat ouzh an dud. B. V. kenem. Dizoare pe dre fent Pokat. Dre forzh d'en em lipat, ne gavont blaz ebet ken an eil gant egile.

Exemples historiques : 
23
Masquer la liste des exemples

lipat

1499
Référence : LVBCA p134 (lichier)

lipat

1659
Référence : LDJM.1 pg lecher, licher

lipat

1732
Référence : GReg pg écornifler (prendre un repas chez les gens sans en être prié)

lipet

1732
Référence : GReg pg écornifler (prendre un repas chez les gens sans en être prié)

lipet e dra

1732
Référence : GReg pg goinfrer (pp.)

emañ atav an diaoul ouzh d'az lipat

1732
Référence : GReg pg (le) diable (est toujours à tes trousses)

lipat e dra

1732
Référence : GReg pg goinfrer

ar c'hazh en deus lipet ho skudell

1850
Référence : GON.II pg lipa

lipañ

1850
Référence : GON.II pg lipa, musa, toupina

lipat

1850
Référence : GON.II pg lipa

lipet

1850
Référence : GON.II pg lipa

Sklaer e lagad, en ur werenn / Gwin all, gant neuz da vezañ mat, / A voe lipet dioc'htu : pep hini a c'houlenn / Anezhañ da evañ ; / Ober an dro a ra.

1867
Référence : MGK p39

Me 'gred e rankent bezañ bet oc’h ober o zro war-zu Plougonvelen ha Plouzane, rak war-dro eizh eur diouc’h ar mintin, goude bezañ karget mat o c’hof ha lipet meur a vanne, ec’h en em gavjont e-tal kouent Sant Vazhe, war riblenn ar mor, e-keñver kêrig vihan Konk-Leon.

1877
Référence : EKG.I. p.191

Me a flouras e gein dezhañ hep lavaret ger, gant aon da vezañ klevet, ha Polidor en em lakeas da lipat va divoc’h ha va daouarn gant e deod karantezus.

1878
Référence : EKG.II p.28

Bilzig, netra dezhañ da ober en ampoent-se, a selle c’hoantek oute, hag a lipe gant beg e deod ar vic’hienn a ziskenne war e vuzell ; e vreur Yannig a oa en e gichen, e viz-yod gantañ don en e fri.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 45, p.1066 (Gwengolo 1924)

Ar paourkaezh ki-mañ - treut-gagn en deizioù kentañ m'edomp-ni degouezhet e Berrtomm - a lammas ouzhimp en ur fistoulat e lost hag en ur chilpat da lipat hon daouarn deomp, bet peurlouzet ganeomp a-ratozh-kaer evit diskouez d'hor mestr e labouremp, en desped ne yoa den ebet o lakaat evezh warnomp.

1929
Référence : SVBV p6

lipat e vourroù

1931
Référence : VALL pg babine, babouine

Asinus asinum fricat a zo daou azen o ’n em lipat, evel ma lavar ar chañson.

1944
Référence : ATST p.13

- Ur werz nevez emaoc'h o lipat, breur Arturo ? a c'houlennas. - Feiz, nann !

1949
Référence : SIZH p.47

Tra ma noazo outañ ken e gure fall, / Hor peuriñ 'vo ken berr ha gant saout ar menez / Dalc'hmat o lipat mein hag o krignat ar brug / E-touez ar c'herreg noazh hag al lann gouez a lug.

1960
Référence : PETO p32

Mignoned ho poa pedet. Prientet ho poa un nebeud lipouserezh. En aner hoc'h eus gortozet ho mignoned. Deuet ez eus tud all diwezhatoc'h, ha lipet ar meuzioù fin. Erfin e tegouezh ar reoù pedet. Ne oa mui nemet restachoù. Na kasaus eo evidoc'h !

1973
Référence : HYZH Niv. 88, p43, Anjela Duval

A gammedoù ingal, Met o vont war e bouez, E vo gwelet, timat, 'Tremen 'dan an aspled, E lec'h e vez klevet, sour an tonnoù tarzhet, 'Lipat ar sav-vili.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

Ma 'z pije graet da glufan, ma 'z pije lipet botoù un tammig, e vijes savet gant ar skeul c'hoazh, gant da berzhioù mat. Met te ne rez ket, setu perak e vaman ganit.

2015
Référence : EHPEA p68

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux