Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Exemples historiques : 
16
Masquer la liste des exemples

Ar c'hrakdijentil-hont a zo diskennet, savet, war e veno, rag-enep eus ar Roue Sant Loeiz ? Koantañ [sic] tra !

1732
Référence : GReg pg (il semble que ce gentilâtre soit descendu de la côte de Saint-Loüis)

Neb na anavezfe ket ar brizh dijentil-hont a gredfe e vez deuet eus a vorzhed ar Roue sant Loeiz.

1732
Référence : GReg pg (il semble que ce gentilâtre soit descendu de la côte de Saint-Loüis)

Loeiz pevarzek en hanv, anvet ar bras

1732
Référence : GReg pg dit (Louis XIV. dit le grand.)

endan ren an Impalaer Loeiz ar c'huñv

1732
Référence : GReg pg (sous l') empire (de Loüis le Debonnaire)

Ordrenañsoù ar Roue Loeiz pevarzekvet en anv.

1732
Référence : GReg pg code Loüis

Antronoz, mintin-mat, Paol Monod, eus a vilin Kerveneur, hag e zaou genderv, Lell ha Loiz, eus a Gerliviri, a deuas da zigas boued deomp ha da gontañ deomp petra a yoa a nevez e-kreiz hor c’hoad ; evel gwechall an ermited en dezert, ne glevemp hanv a netra.

1878
Référence : EKG.II p.13-14

KUZUL-MERAÑ AN DEPARTAMANT [Mor-Bihan]. — Setu amañ anvioù an dud a vo er c'huzul-se ; An Ao.Ao. : Yann Camenen, kuzulier-meur ; Loeïz Guillois, maer Ploermael, kuzulier-meur ; Firmin Tristan, kannad, prezidant ar C'huzul-Meur ; Marsel Guihot, prezidant kambr-goñvers ar Mor-Bihan ; Herri Herr, prezidant Kef ar Goproù-Tiegezh ; Huber Jegourel, pennmedisin ospital Pondi ; Loeïz Le Laennec, prezidant Unvaniezh sindikajoù al labourerien-douar ; Jozef Le Rouzic, maer Karnag ; Jozef Lucas, pesketaer.

1941
Référence : ARVR niv. 7/3a

Ma mamm a fellas dezhi e vije lakaet Jozeb ouzhpenn, en enor da bried Mari he doa devosion dezhañ ; ma zad a gavas ivez un hekleo eus e anv badeziant peogwir ma zrivet anv-bihan a zo Klaoda, ha dreist an tri, hini ar Werc'hez Vari, 'vel ma oa ar c'hiz neuze da envel ar baotred : Frañsoù-Mari, Jañ-Mari, Louis-Mari, Pêr-Mari.

1944
Référence : EURW.1 p6-7

Alan Barveg, Dug a Vreizh, en doa bet aotre e 946 digant e vignon harlu Loeiz IV, roue ar Franked, anavezet gantañ e Londrez, da zigas da Vreizh trevidien c’hall evit kargañ plasoù ar re a oa bet lazhet ha drailhet gant an alouberien norman.

1944
Référence : EURW.1 p7

Diwezhatoc'h, pa 'm eus studiet, e komprenis implij an toull-se ; ur c'haran vengleuz e c'hallje bezañ bet, da gentañ ; en amzer ar roue Loeiz Pevarzek, an toull a oa bet talvezet da repu, da guzhiadenn, d'ar Bonedoù Ruz, kenseurted Bastian ar Balp, enklasket gant an Dragoned evit o c'has d'ar groug.

1944
Référence : EURW.1 p18

Disklêriañ a reas e oa deut e ouenn diouzh Frañs da Vreizh-Veur da vare torridigezh « Edit » Naoned gant Loeiz XIV.

1944
Référence : EURW.1 p68

[...] rak e dud-kozh o doa kimiadet diouzh Naoned, er bloavezh 1680, pa oa bet torret gant ar roue Loeiz XIV ar frankizioù roet d'an hugunoded gant Herri IV.

1944
Référence : EURW.1 p.164

Un ezel nevez a oa ennañ, hag a oa brudet dija e-touez Gwenediz evel gwerzaouer ha kaner : Loeiz Herrieu a veze graet anezhañ, o chom e Kaodan, e-kichen an Oriant.

1944
Référence : EURW.1 p.206

Emil Fichet, eus Peurid-ar-Roc’h, a zeuas da vezañ komiser jeneral a vor ; Loeiz Giblat, eus Dinam, advokad ha kazetenner [.]

1944
Référence : EURW.1 p.198

En anv an Nasion a Vro-C'hall, / Unvan, dirannus ha divrall, / A-berzh ar roue Loeiz, c'hwezekvet eus an anv, / Ra glevo ar Frañsizien, gant ur skouarn danav, / An urzhiadur aozet gant hon Dilennidi / Evit brasañ mad o c'henvroidi.

1960
Référence : PETO p15

Hag hi ha Loeiz, ar paourkaezh gour, / En Templ zo klozet 'barzh an tour, / Da c'hortoz, gwell a-se, / D'ar vro paeañ o dle.

1960
Référence : PETO p44

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux