loen
Bremañ, gwazed, eme ar mestr, daou ac’hanoc’h a chomo amañ d’an traoñ ; n’eus forzh petra ziskenno, loan pe zen, rak tud an ti-mañ a c’hell en em wiskañ e meur a c’hiz, loan pe zen, daou denn dezhañ raktal ma ne chom ket a-sav, ker buan ha m’ho pezo lavaret dezhañ ; ha diwallit ne sentfec’h ket ouc’h va urzh.
stern (loen-)
Eus Guton eo ez eo deut, diwanet, strinket Anatla (5), an anal, an elfenn-vuhez ma vez enaouet ha kendalc’het ganti kement en deus buhez war an douar ha dre ar bed : geot, gwez ha loened, ramzed, doueed ha tud.
Ne weled ket eus an evadegoù-se ma ev an den enno, diezhomm ha disec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banvezioù hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun ; nag eus an abadennoù-se dibaouez c’hoari diñsoù pe wezboell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, kreñv ha meizek, ar pep gwellañ eus o amzer.
Diwar besked eo e vevont, ha diwar dibourc’h al loened-mor eo en em wiskont.
loen
a bet loen !
loen gouez
loen mut !
loened
bugelia loened
mesa loened
ar maga-loened
loen
Ha ni a lavaro dezhi eo koustet deomp ar vag… kant lur… Ha goude… an heritaj… » — « A ! loen fin !… »
Unan a lavaras, evel ul loen bennak o vlejal : — « Mari ! Mari ! Mari !… »
Lezomp, avat, a gostez [a-gostez] loened hag anevaled, pa n’eus hini ebet anezho em istor, ha gwelomp pelec’h omp degouezhet pelloc’h.
N’ouzon nemet un dra : en amzer hiziv al loened a harzh, a c’hwitell, a vlej, a wic’h, a viaou, a hinno, a yud, a hud, a voud, a chilp, a glip, a goag, a c’hroag, a gan, a richan, a grougous, a roc’h, a doc’h, a soroc’h, a c’harm, a ragach, a c’hregach, a gloc’h, a youc’h, a razailh, a rizink, pep hini en e vod hag hervez e ouenn.
Ar c'hi Soltan, ur mell ki-gward Alaman, torret e chadenn gantañ, a oa deut da lammat ouzh ar breur Arturo, evit c'hoari. Bet en doa hemañ a-walc'h diouzhtu, ha kaset en doa al loen, pinous, d'e loñch.
Eil pec'hed graet ganeoc'h : ur pec'hed a lontegezh. Dav eo debriñ, a-dra-sur ; maget e rank ar c'horf bezañ. Reiñ dezhañ, avat, dres ar pezh a zo ret. Moarvat n'ho poa ket da zioueriñ e ti ho kerent, ha d'ho lontegezh eo, - pec'hed al loen mut ! - e raec'h bod, pa 'z aec'h da skrapañ frouezh hoc'h amezeien.
War veg ar wern kreiz e luc’he ur pikol boulouenn aour hag en disheol war doull an nor, edo an impalaer, ar sultan pe an emir – ra vezo graet gant pep hini an anv a garo d’al loen ! – ouzh hor gortoz.
A-wechoù zoken – ha klevet ho pefe biskoazh – e veze kerse ganin o vezañ ne oan ket ul loen…
Petra ’vern ? ar pezh a zo gwir, neb a zo bet krouet warni – maen, geotenn, den pe loen – a dle gouzañv e lod a boan, e gementad a drubuilh.
Ya, ya, emezon, kalz eürusoc’h eo al loened eget ar gristenien, morse n’en deus ezhomm ur marc’h da brenañ ur re votoù.
War-bouez o c'herniel e vezont dibradet ha sammet war ar pont, doare kriz a-walc'h d'en em gemer, rak n'eo ket ral gwelout hini pe hini eus al loened o viskorniañ.
Falc'hañ parkadoù OGK, distaliañ panelloù bruderezh, lazhañ arouezioù tredan ar stalioù, diskar pretioù Mac Donald, mirout na vefe skarzhet tud, laoskel loened bac'het da vont kuit, mirout ouzh ar chase war varc'h...
Mots précédents
Mots suivants
loenaj