Kant tra all a dleer da ober : kemeret kentel a-wechoù digant an anevaled a bevar droad, digant al laboused hag al loenedigoù eus ar re vunutañ zoken, digant ar wenanenn; - digant ar gelienenn ne lavaran ket, o vezañ ma labour eviti he-unan.
Kant tra all a dleer da ober : kemeret kentel a-wechou digand ann anevaled a bevar droad, digand al laboused, hag al loenedigou euz ar re vunuta zo-ken, digant ar wenanen; - digand ar geillenen ne lavarann ket, o veza ma labour evit-hi he-unan.
1867
Référence :
MGK
Rakskrid XII
Tri bagad loenedigoù a oa bet fiziet ennañ gant e adtad : ur bagad gwaziigoù, unan ein, unan menned-gavr ; ha, pa voe deut brasoc’h ha kreñvoc’h, e voe lakaet, ouzhpenn, en e evezherezh ur bagad ebeulien, unan leueoù, unan perc’hell.
Tri bagad loenedigou a oa bet fiziet ennan gand e adtad : eur bagad gwaziigou, unan ein, unan menned-gavr ; ha, pa voe deut brasoc’h ha krenvoc’h, e voe lakaet, ouspenn, en e evezerez eur bagad ébeulien, unan leueou, unan perc’hell.
1924
Référence :
SKET.II
p.23
Ha sed an naer vras o tigeriñ he geol glaourek ha dantek, hag o tigorvigelliñ he c'helc'hioù gweadennek ha skantek, hag o tapañ al loenig kaezh etre kef ar wezenn ha hi en ur sutal.
Ha sed an naer vras o tigeri he geol glaourek ha dantek, hag o tigorvigelli he c'helc'hiou gweadennek ha skantek, hag o tapa al loenig kaez etre kef ar wezenn ha hi en eur sutal.
1929
Référence :
SVBV
p.19
Naered ramzel, korvigellet en-dro d'ar gwez e-giz ur fun en-dro da droell ur puñs, war-c'hed ur preizh, ha, dre zrougeur, ul loenig dinoaz en em gavas da dremen hebiou dezhi
Naered ramzel, korvigellet en-dro d'ar gwez e-giz eur fun en-dro da drôell eur puñs, war-c'hed eur preiz, ha, dre zrougeur, eul loenig dinoaz en em gavas da dremen ebiou d'ezi
1929
Référence :
SVBV
p.19
loenig
1931
Référence :
VALL
pg bestiole
lonedigoù
loenedigou
1931
Référence :
VALL
pg bestiole
Job ha Lom a gendalc’he da waskañ war benn kil ha treid al loenig.
1944
Référence :
ATST
p.65
- O, eo ! O, eo ! emezañ. Gweladennoù am beve[z] gant loenig roz an Aotrou Sant Anton liesoc'h eget e karfen ; ha ne vez ket lorc'h ennon, m'el lavar dit.
- O, eo ! O, eo ! emezañ. Gweladennoù am beve[z] gant loenig roz an Aotrou Sant Anton liesoc'h eget e karfen ; ha ne vez ket lorc'h ennon, m'hel lavar dit.
1949
Référence :
SIZH
p.54
Al loenedigoù-se eo gwellañ saverien krugelloù a gaver er bed.
1985
Référence :
DGBD
p40
An hini vihan, Dora, honnezh eo a zo loenedigoù war he gwele.