M. Pet zo a'n euvroù a drugarez ? D. Seizh spirituel ha seizh korporel. M. Livirit an re spirituel. D. 1. Kelenn an re ignorant. 2. Korrijañ an re a fazi. 3. Reiñ kuzul mat d'an re o devez ezhomm. 4. Koñsoliñ an re dezolet. 5. Dougen pasiantamant an injuroù. 6. Pardoniñ an ofañsoù. 7. Pediñ evit an re vev hag an re varv hag evit an re a zeu d'hon persekutiñ. M. Livirit an re gorporel. D. 1. Reiñ da zebriñ d'an beorien o devez naon. 2. Reiñ da evañ d'an re o devez sec'hed. 3. Gwiskañ an re noazh. 4. Delivrañ an brizonerien. 5. Vizitañ an re glañv. 6. Lojañ an belerined hag an estrañjerien. 7. Enteriñ an re varv.
An deiz-se, ne oan ket c’hoazh erru[-]mat en ostaleri ma lojemp enni, degaset e voe din a-berzh Porfirio Diaz ur montr arc’hant alaouret ha kizellet eus ar c’haerañ gant e anv hag e adarmez engravet e diabarzh ar glozenn.
lojet (mat) ha maget evit netra (evit al labour kentoc'h) e vint. 65 lur hepken e koust an enskrivadur.
Aner e ve deomp avat chom da glask gwelout un dra bennak ha gwellañ a zo da ober eo mont da c'hourvez ha da glask kousket, peogwir he deus hor bag ur c'hel en araog, plas ennañ da zaou zen da lojañ.
Mots précédents
Mots suivants
lojeiz