I.
V.k.
A. V.k.e.
1. Skeiñ kalet (gant ub., udb.).
Lopañ ar pallenn-leur. Ar gwalc'herezed a zalc'has da lopañ o dilhadoù.
&
Trl. skeud.
Lopañ mor : redek mor.
DHS. regin.
2. Dre ast.
Pilat.
Lopet e oa bet gant kañfarded.
&
Dre skeud. Sport
Trec'hiñ ken aes ha tra.
Lopet eo bet Roazhon.
3. Pemdez
Lonkañ.
Emañ lopet merenn ganimp.
B. V.k.d.
LOPAÑ WAR UB., UDB. : skeiñ kalet warnañ.
Dallet gant ar gounnar, ez eas war-lerc'h e vab gant ar vazh da glask lopañ warnañ. An treid o lopañ war al leur.
II.
V.g.
Dre skeud., pemdez
Labourat tenn.
Kement o deus lopet ar re gozh en o buhez.
HS. kiañ, lardañ, loeniñ, lorgnañ, poaniañ.
— Nann, eme unan eus ar soudarded, evidon-me a oa skornet dija, ha n’em eus gellet tommañ din, nemet a-forzh da lopañ war ar goueriaded.
— Nann, eme unan euz ar zoudarded, evidon-me a ioa skournet dija, ha n’em euz gellet tomma dign, nemed a fors da lopa var ar goueriaded.
1877
Référence :
EKG.I.
p.169
lopañ
lópa
1909
Référence :
BROU
p. 395 (battre. A Quimper, le mot "loper" est de style courant : je vais te loper)
Me a sant va bouzellenn vras o c'hourlammat e kostez dehoù va c'hof ! M'eus aon emañ-hi o c'hoari penn-tourtig !... – Ma ! lop war ar boued 'ta neuze, Yann, da c'hedal ma vo distouvet ar boutailhoù ganin-me ! a droc'has paotr Gouenoù.
Me a sant va bouzelenn-vras o c'hourlammat e kostez dehou va c'hof ! Am eus aon emañ-hi o c'hoari penn-tourtik!... – Ma ! lop war ar boued 'ta neuze, Yann, da c'hedal ma vo distouvet ar boutailhou ganeñ-me ! a drouc'has paotr Goueznou.