Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k. A. V.k.e. 1. Skeiñ kalet (gant ub., udb.). Lopañ ar pallenn-leur. Ar gwalc'herezed a zalc'has da lopañ o dilhadoù. & Trl. skeud. Lopañ mor : redek mor. DHS. regin. 2. Dre ast. Pilat. Lopet e oa bet gant kañfarded. & Dre skeud. Sport Trec'hiñ ken aes ha tra. Lopet eo bet Roazhon. 3. Pemdez Lonkañ. Emañ lopet merenn ganimp. B. V.k.d. LOPAÑ WAR UB., UDB. : skeiñ kalet warnañ. Dallet gant ar gounnar, ez eas war-lerc'h e vab gant ar vazh da glask lopañ warnañ. An treid o lopañ war al leur. II. V.g. Dre skeud., pemdez Labourat tenn. Kement o deus lopet ar re gozh en o buhez. HS. kiañ, lardañ, loeniñ, lorgnañ, poaniañ.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

— Nann, eme unan eus ar soudarded, evidon-me a oa skornet dija, ha n’em eus gellet tommañ din, nemet a-forzh da lopañ war ar goueriaded.

1877
Daveenn : EKG.I. p.169

lopañ

1909
Daveenn : BROU p. 395 (battre. A Quimper, le mot "loper" est de style courant : je vais te loper)

Me a sant va bouzellenn vras o c'hourlammat e kostez dehoù va c'hof ! M'eus aon emañ-hi o c'hoari penn-tourtig !... – Ma ! lop war ar boued 'ta neuze, Yann, da c'hedal ma vo distouvet ar boutailhoù ganin-me ! a droc'has paotr Gouenoù.

1929
Daveenn : SVBV p9

lopañ

1931
Daveenn : VALL pg battre

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial