I.
Doar./Stn.
A. (db. an dud, an traoù)
1. Lous.
Edon o tispakañ an dilhad lor er poull. Lor eo e vizied. Pladeier lor goude ur pred.
&
Ar sailh dour lor : ar sailh a implijed da brivezioù.
&
Dre zismeg
Fri-lor : anv a reer ouzh ar vugale.
Beg-lor : anv a reer ouzh un den reuzeudik e stad.
DHS. fank, hakr.
2. (db. ar c'homzoù, ar skridoù)
Na sent ket ouzh reolennoù ar vuhezegezh vat.
D'ar re zo douget d'al luc'haj e kinnigont skridoù lor. Lor vuhez, buhez lor.
3. (db. an dud, al loened)
Pounner, diaes e fiñvoù.
Re lor e oa e zivesker. An deñved zo traoù diskiant ha lor. Ar skuizhder a zeue, e dreid a yae lor.
DHS. bouc'h.
4. Lezirek.
An amzer bounner a laka ac'hanon da vout lor. Lor e oa evel un targazh ha memes tra e teske ar pezh a gare. Hennezh zo lor da servijañ.
&
Trl. skeud.
Bezañ lor gant ub. : bezañ aet skuizh gantañ.
Me zo lor gant hennezh !
5. Dre ast.
Pout a spered.
Pebezh den lor, pebezh penn lor !
HS. bouc'h.
ES. lemm, speredek.
B. (db. an dour)
Chag.
Karet a ra an dourioù lor ha tommik. An dour er wazh a vo lor ma vez lor ar feunteun e teu anezhi.
&
Dre ast.
Difiñv e c'horre.
Goudor ar porzh lor. Geunioù lor.
C. (db. an amzer)
Difiñv evel an aer pa vez arnevek an amzer, hep mouch avel ebet.
Broutac'hus, pounner ha lor e oa an amzer.
D. (db. ar pesked)
Aet gwak o bouedenn abalamour d'ar wrez.
Brizhilli lor. Ur pesk lor.
II.
Adv. pouez.
He moereb zo pizh-lor. Un heol tomm-lor.
Lor e oa 'vel un targazh, ha memes tra e tiske holl ar pezh a gare.
Lor e oa 'vel eun targaz, ha memestra e tiske holl ar pez a gare.
1944
Référence :
EURW.1
p.142
Ha beli hakr an Ifern ruz / A dreñkas din ma bouedenn penn, / A silas atiz lor dre guzh / Em askre vil ha trellet tenn ?
Ha beli hakr an Ifern ruz / A dreñkas din ma bouedenn penn, / A silas atiz lor dre guz / Em askre vil ha trellet tenn ?
1960
Référence :
PETO
p27
Ouzhout, kure, am eus avi, / Me, an trubard, ar renavi, / Pa zeu lec'hid da zilaviñ, / Lec'hid lor ha brein ma fec'hed / 'Barzh ma c'halon skuizh ha rec'het / Hag em ene lous ha nec'het.
Ouzout, kure, am eus avi, / Me, an trubard, ar renavi, / Pa zeu lec'hid da zilavi, / Lec'hid lor ha brein ma fec'hed / 'Barz ma c'halon skuiz ha rec'het / Hag em ene lous ha nec'het.
1960
Référence :
PETO
p40
Ki lor !
1960
Référence :
PETO
p51
Pevare 'ta ' kavo gwasked / Diouzh kint ha broud he c'herse laour ?
Pe vare 'ta ' kavo gwasked / Diouz kint ha broud he c'herse laour ?
1960
Référence :
PETO
p55
A-walc'h, a-walc'h am eus klevet / Eus al lezenn-se fall-devet, / Labour lor gallikaned foll / Da gas, er vro, ar Feiz da goll.