Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. A. (db. an dud, an traoù) 1. Lous. Edon o tispakañ an dilhad lor er poull. Lor eo e vizied. Pladeier lor goude ur pred. & Ar sailh dour lor : ar sailh a implijed da brivezioù. & Dre zismeg Fri-lor : anv a reer ouzh ar vugale. Beg-lor : anv a reer ouzh un den reuzeudik e stad. DHS. fank, hakr. 2. (db. ar c'homzoù, ar skridoù) Na sent ket ouzh reolennoù ar vuhezegezh vat. D'ar re zo douget d'al luc'haj e kinnigont skridoù lor. Lor vuhez, buhez lor. 3. (db. an dud, al loened) Pounner, diaes e fiñvoù. Re lor e oa e zivesker. An deñved zo traoù diskiant ha lor. Ar skuizhder a zeue, e dreid a yae lor. DHS. bouc'h. 4. Lezirek. An amzer bounner a laka ac'hanon da vout lor. Lor e oa evel un targazh ha memes tra e teske ar pezh a gare. Hennezh zo lor da servijañ. & Trl. skeud. Bezañ lor gant ub. : bezañ aet skuizh gantañ. Me zo lor gant hennezh ! 5. Dre ast. Pout a spered. Pebezh den lor, pebezh penn lor ! HS. bouc'h. ES. lemm, speredek. B. (db. an dour) Chag. Karet a ra an dourioù lor ha tommik. An dour er wazh a vo lor ma vez lor ar feunteun e teu anezhi. & Dre ast. Difiñv e c'horre. Goudor ar porzh lor. Geunioù lor. C. (db. an amzer) Difiñv evel an aer pa vez arnevek an amzer, hep mouch avel ebet. Broutac'hus, pounner ha lor e oa an amzer. D. (db. ar pesked) Aet gwak o bouedenn abalamour d'ar wrez. Brizhilli lor. Ur pesk lor. II. Adv. pouez. He moereb zo pizh-lor. Un heol tomm-lor.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

lor

1850
Daveenn : GON.II.HV pg lor

lor

1850
Daveenn : GON.II pg lovr, louvr

lor

1850
Daveenn : GON.II pg lovr, louvr

Lor e oa 'vel un targazh, ha memes tra e tiske holl ar pezh a gare.

1944
Daveenn : EURW.1 p.142

Ha beli hakr an Ifern ruz / A dreñkas din ma bouedenn penn, / A silas atiz lor dre guzh / Em askre vil ha trellet tenn ?

1960
Daveenn : PETO p27

Ouzhout, kure, am eus avi, / Me, an trubard, ar renavi, / Pa zeu lec'hid da zilaviñ, / Lec'hid lor ha brein ma fec'hed / 'Barzh ma c'halon skuizh ha rec'het / Hag em ene lous ha nec'het.

1960
Daveenn : PETO p40

Ki lor !

1960
Daveenn : PETO p51

Pevare 'ta ' kavo gwasked / Diouzh kint ha broud he c'herse laour ?

1960
Daveenn : PETO p55

A-walc'h, a-walc'h am eus klevet / Eus al lezenn-se fall-devet, / Labour lor gallikaned foll / Da gas, er vro, ar Feiz da goll.

1960
Daveenn : PETO p16

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial