lorc’hus
An eil kevrenn, en enep, eus 700 da 500, a zo paot enni traezoù-kinklañ a zoare lies-kenañ ; aour a zo er bezioù e stumm troioù-gouzoug, kleierigoù-skouarn ; listri gresiek pe etruskek en arem pe bri a gaver ivez ; bez’ e stagont da sebeliañ o re varv e kirri lorc’hus (Déchelette, op. cit., II, eil kevrenn, pp. 618-623).
« Me a roeñvo, » eme Job, lorc’hus, « ha c’hwi a daolo ar c’hrap er stêr. »
Faezh e vezemp a-wechoù dre seniñ ne oar den pet gwech adal goulou-deiz betek an abardaez kan broadel Viktorig, dreist-holl o vezañ ma ’z oa fentus a-walc’h an ton anezhañ, daoust d’un anv lorc’hus « Kan-bale rouanez Italia », rak pa veze kroget gantañ, touiñ ho pije graet edod o vont da dripal ha da fringal, ha netra ken.
Evit gwir nebeut a dra o deveze da ziyalc’hañ : dek gwenneg, pevar real, hag eizh real evit ar re binvidikañ, noblañs ha bourc’hizien lorc’hus.
Mots précédents
Mots suivants
lord