Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. A. 1. Santad a ra d'un den en em brizañ e-unan, prizañ an traoù zo dezhañ. Perak kement a fouge hag a lorc'h ? Lorc'h don a oa en he mouezh o kinnig ar meuzioù d'he c'houvidi. Kemer lorc'h. & Bezañ lorc'h ennañ (gant ub., udb.) : bezañ lorc'hus (gant an dra-se). Ha lorc'h ennañ, peogwir e oa deuet da vezañ pinvidik-mor. Ar wreg yaouank a oa lorc'h enni gant he bugale. & Bezañ ur pezh lorc'h ennañ : bezañ lorc'hus-tre. Savet e oa war e elloù, ur pezh lorc'h ennañ. & Sevel lorc'h en ub. : dont lorc'h ennañ. Lorc'h a c'hall sevel ennomp gant al labour hon eus graet. & Bezañ c'hwezet gant al lorc'h : bezañ lorc'hus. & Trl. skeud. N'emañ ket an holl lorc'h e Pariz ! : troienn a reer ganti dre vousgoap pa reer anv eus ub. e-keñver un taol kaer sevenet gantañ. & (en e furm vihanaat) Trl. Lorc'hig moan, muioc'h a voged eget a dan ! : troienn a reer ganti pa reer anv eus un den a glask diskouez bezañ pinvidikoc'h eget m'emañ e gwirionez. DHS. fouge. HS. randon, stad. ES. uvelded. 2. (impl. gant ar gm. a.) Ul lorc'h : kalz a lorc'h. Honnezh a vez ul lorc'h enni pa vez gwelet gant an dud. B. Tuadur bred a ra d'ub. krediñ ez eo gwelloc'h, barrekoc'h, kreñvoc'h eget ar re all. Honnezh zo ur plac'h a lorc'h. Tud a lorc'h, pinvidik ha dishual. HS. brasoni, lorc'hentez, ourgouilh. II. Dre ast. Doareoù loavus. Lorc'h evit gounit ub. & Reiñ lorc'h da ub. : klask bezañ deuet-mat dezhañ oc'h asantiñ da gement a lavar. III. Rannyezh. [1732, 1850] Aon. Ar re hardishañ zoken, gant al lorc'h a grenas.

Exemples historiques : 
39
Masquer la liste des exemples

reiñ lorc'h d'an dud a bouez

1732
Référence : GReg pg grandeur (Flater les grandeurs humaines.)

roet lorc'h da ur re

1732
Référence : GReg pg flater (caresser, tâcher de complaire par des bassesses, loüer, approuver tout en une personne, pp.)

reiñ lorc'h d'ar re c'halloudus

1732
Référence : GReg pg encenser (les grands, les riches, les louer, les flater)

lorc'h

1732
Référence : GReg pg effroy (ou effroi)

reiñ lorc'h da ur re

1732
Référence : GReg pg flater (caresser, tâcher de complaire par des bassesses, loüer, approuver tout en une personne)

reiñ lorc'h da ur re evit &c.

1732
Référence : GReg pg cageoller (carresser pour avoir, &c. de quelqu'un)

ned eus tra a gar kement ar merc'hed, evel kaout lorc'h, ha bezañ kañjolet

1732
Référence : GReg pg cageoller (la faiblesse des femmes, c'est d'aimer qu'on les flate, & qu'on les cageole)

lorc'h evit gounit ur re

1732
Référence : GReg pg cageolerie (à l'égard de quelqu'un)

neb a ro lorc'h

1732
Référence : GReg pg flateur

reiñ lorc'h d'ar re c'halloudus

1732
Référence : GReg pg grandeur (Flater les grandeurs humaines.)

reiñ lorc'h d'ar re vras

1732
Référence : GReg pg grandeur (Flater les grandeurs humaines.)

neb a ro lorc'h d'an demezelled

1732
Référence : GReg pg doucereux (flatteur, qui dit des fleurettes aux dames)

lorc'h

1732
Référence : GReg pg douceur (flaterie), flaterie (complaisance, caresse.)

reiñ lorc'h d'an demezelled

1732
Référence : GReg pg (compter des) douceurs (des fleurettes au sexe)

lorc'h

1850
Référence : GON.II pg lorc'h

reiñ lorc'h da ur re bennak

1850
Référence : GON.II pg lorc'h

lorc'h

1850
Référence : GON.II pg lorc'h

Ur pezh kaer koll daou vloaz ! Panefede klevet / E c'hoarzh an holl dezhañ, e ve lorc'h en azen…

1867
Référence : MGK p90

Daou varc'h a yae en hent : unan a gerc'h sammet. An eil, o tougen sonn arc'hant holen ar Roue; Bete bouedenn e lost ennañ lorc'h ha fouge, ne roje ket e vec'h evit netra er bed.

1867
Référence : MGK p5

Hag a lorc'h ve hiriv e meur a chaseer, / Gant daou seurt pezhiad loen, gallout distreiñ d'ar gêr !

1867
Référence : MGK p97

Ne vez atav e ti 'r gened / Nag ar furnezh nag ar spered ; / Ar pezh a vez peurliesañ / Eo lorc'h, fouge e-kreiz netra.

1867
Référence : MGK p77

Hiriv, heskinerezh yud hon mestroù, -seul washoc'h dre ma'n em guzh oc'h heñchañ e ribouloù dre zindan hon douar koz,- a glask lemel diganeomp hon yezh hag hon gwiskamantoù, hon gizioù kozh a vroiz pe a gristenien, en ur ger, kement tra a chom ganeomp eus hêrezh hon tadoù kozh, kement tra a ra hon lorc'h hag hon laouenidigezh.

1911
Référence : PSEP p III

"lorc’h" g.

1923
Référence : SKET p.184, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Fierté, orgueil, luxe".

War lein un dervenn vras e kludas ha setu, raktal, holl vrini ar vro o tiredek a-denn-askell da c’hronnañ war he zro, evel evit he saludiñ hag ober lorc’h dezhi.

1923
Référence : SKET p.131

Eus an holl ouiziegezh-se ne denne Manos ha Bena lorc’h ebet, dre na welent war o zro den a gement a vije bet da dezhañ o c’hammveuliñ hag o c’has da fall.

1923
Référence : SKET p.39

Eno ho pije klevet ar c'heloùioù, an neventioù : hemañ pe honnezh en devoa graet an dra-mañ-[t]ra, Yannig a rae al lez da Varc’harid, ha Jaketa a oa darempredet gant Pêr ar C’hamm ; bag ar C’habon he devoa pesketaet div dousenn silioù ; ha karabasenn an aotrou person, al Leonardez divalav-se, a oa deut da vezañ lorc’h ral enni, abaoe ur pennadig…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.943 (Mae 1924)

Gra da lorc’h eus en em zibab da-unan-penn. Ra vo da armoù, da vinvioù, da zilhad-labour da zaouarn. Sav da di. Aoz da voued. N’az pez mevel nemedout. Na zigemer skoazell den. Na zeuet ez kerz road digant den !

1924
Référence : SKET.II p.32

E gwirionez, o klevout keloù da vont da Vadagaskar e yoa lorc'h ennon, m'el lavar deoc'h !

1929
Référence : SVBV p.13

bezañ lorc'h ennañ

1931
Référence : VALL pg (s')applaudir

Ma oa lorc'h ennomp, e c'hallit kompren.

1944
Référence : EURW.1 p72

Er gegin e felle dezhi chom ; an Amerikanez a oa lorc’h enni gant he c’havadenn.

1944
Référence : EURW.1 p.189-190

Diskouezet e voen gant Vallée, lorc'h ennañ gant e « ebeul », d'an Aotrounez Ar Braz hag Ar Govig, a oa daou vañsoner pennañ an ti e oad o vont da sevel.

1944
Référence : EURW.1 p67

- Tenn eo. Doue, avat, a ro E c'hras da herzel. Hogen, ma anzavin ouzhit, me n'eo ket gant va diantegezh em beve[z] nec'h ar muiañ ; gant va ourgouilh, ne lavaran ket. Me 'zo ken bras va lorc'h gant ar soñj e vin beleg ha manac'h, m 'am beve[z] aon da gouezhañ e pec'hed ar spered.

1949
Référence : SIZH p.54

Dic'hoarzh-meurbet, e kendalc'has, goude-se, an Tad-Mestr gant e brezegennig diwar-benn al lorc'h, pec'hed ar spered, pec'hed Ministred Doue, an hini nemetañ ne vo pardon ebet dezhañ...

1949
Référence : SIZH p.61

Korfoù blouc’h o c’hroc’hen liv an erc’h, dezho pennadoù blev du hir betek o dargreiz gwevn, ha lorc’h enno gant o brennid dizolo.

1949
Référence : SIZH p.38

- O, eo ! O, eo ! emezañ. Gweladennoù am beve[z] gant loenig roz an Aotrou Sant Anton liesoc'h eget e karfen ; ha ne vez ket lorc'h ennon, m'el lavar dit.

1949
Référence : SIZH p.54

Ret eo anzav koulskoude en devoa kaset mat-tre an traoù en-dro, ha peadra a oa da gaout un tammig lorc'h.

1985
Référence : DGBD p152

Evel-se [en em lakaat e plas e enebourien] e vefet sikouket da zigreskiñ al lorc'h, ar gourelezh [c'hourelezh] plaset fall, ar fromoù hag ar youloù a zo skoilhoù war an hent poellek a ranker mont gantañ pa vezer o varc'hata gant enebourien.

2015
Référence : DISENT p141

Ha paz an da di ma zud-kaer e lavaront din, lorc'h enne, "demat d'hon mezegez".

2015
Référence : EHPEA p59

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux