Zo lorc'h ennañ.
Un den lorc'hek. Gwelet a reer meur a ozhac'h lorc'hek o tougen ar boned forc'hek. Ar c'hilhog lorc'hek.
HS. c'hwezet, fougasus, fougeüs, lorc'hus, otus, ourgouilhus.
Eno, en-dro d'ar marc'h, setu c'hoari ha freuz o tigeriñ 'vit an arc'hant. Hor gwazed vat ha dizamant, evit sachañ moneiz d'o beg, a grog e moue al loen lorc'hek
Eno, enn dro d'ar marc'h, setu c'hoari ha freuz o tigeri 'vit an arc'hant. Hor goazed vad ha dizamant, evit sacha mouniz d'ho bek, a grog e moue al loen lorc'hek
1867
Référence :
MGK
p6
An hirc’heotennoù, dre ma ’z aent hebiou, a stoue, ha, dambleget o c’horzennoù, e troe outo ar bleuñvennoù o c’hurunennoù lorc’hek.
An hir-c’heotennou, dre ma ’z aent e-biou, a stoue, ha, dambleget o c’horzennou, e trôe outo ar bleunvennou o c’hurunennou lorc’hek.
1923
Référence :
SKET
p.60
Ouzh hini anezho n’on bet garv, kriz, lorc’hek, digarantez ; ouzh hini ebet n’em eus noazet ; da hini ebet n’on bet abeg a boan, a zaeroù, a leñv.
Ouz hini anezo n’oun bet garo, kriz, lorc’hek, digarantez ; ouz hini ebet n’em eus noazet ; da hini ebet n’oun bet abeg a boan, a zaerou, a lenv.
1923
Référence :
SKET
p.71
lorc’hek
1923
Référence :
SKET
p.184, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Fier, orgueilleux".