I. Doar./Stn.
1. (db. an dud)
N'eo ket lorc'hus.
Tud dilorc'h ha madek. Ur beleg dilorc'h. Chomet e oa dilorc'h.
DHS. eeun.
HS. uvel.
2. (db. an obererezhioù)
Na c'hortozer ket kaout lorc'h anezhañ, na reer ket evit al lorc'h a c'haller gortoz anezhañ.
Ur ouiziegezh don ha dilorc'h.
II. Adv.
Hep lorc'h.
Bevañ dilorc'h hep prizout nemeur ar c'hinkladurioù-korf. Distroet int d'ar gêr ken dilorc'h ha tra.
HS. uvel.
Référence :
SKET
p.170, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Sans faste, sans orgueil, simple".
bevañ dilorc’h
beva dilorc’h
1923
Référence :
SKET
p.170, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Vivre simplement".
E-pad ar gentañ, eus 900 da 700, ne gaver er bezioù nemet un arrebeuri paour o tiskouez bezañs ur renkad vrezelourien a veve dilorc’h hep prizout nemeur ar c’hinkladurioù-korf nag an traezoù pompadus.
E-pad ar genta, eus 900 da 700, ne gaver er beziou nemet eun arrebeuri paour o tiskouez bezans eur renkad vrezelourien a veve dilorc’h hep prizout nemeur ar c’hinkladuriou-korf nag an traezou pompadus.
1923
Référence :
SKET
p.147 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".
Hemañ a oa un den sirius ha tavedek, koulz ha dilorc'h.