Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. Santad a ra d'un den en em brizañ e-unan, prizañ an traoù zo dezhañ. Perak kement a fouge hag a lorc'h ? Lorc'h don a oa en he mouezh o kinnig ar meuzioù d'he c'houvidi. Kemer lorc'h. & Bezañ lorc'h ennañ (gant ub., udb.) : bezañ lorc'hus (gant an dra-se). Ha lorc'h ennañ, peogwir e oa deuet da vezañ pinvidik-mor. Ar wreg yaouank a oa lorc'h enni gant he bugale. [1954] Neuze e lavare va zintin, o c'hedal war doull he dor, lorc'h ha stad enni evel-just : « Ac'hañ 'ta ma ! ur sac'had mat a winizh en devo ar Person da gaout pa zeuio d'ober e gest-ed ». & Bezañ ur pezh lorc'h ennañ : bezañ lorc'hus-tre. Savet e oa war e elloù, ur pezh lorc'h ennañ. & Sevel lorc'h en ub. : dont lorc'h ennañ. Lorc'h a c'hall sevel ennomp gant al labour hon eus graet. & Bezañ c'hwezet gant al lorc'h : bezañ lorc'hus. & Trl. skeud. N'emañ ket an holl lorc'h e Pariz ! : troienn a reer ganti dre vousgoap pa reer anv eus ub. e-keñver un taol kaer sevenet gantañ. & (en e furm vihanaat) Trl. Lorc'hig moan, muioc'h a voged eget a dan ! : troienn a reer ganti pa reer anv eus un den a glask diskouez bezañ pinvidikoc'h eget m'emañ e gwirionez. DHS. fouge. HS. randon, stad. ES. uvelded. 2. (impl. gant ar gm. a.) Ul lorc'h : kalz a lorc'h. Honnezh a vez ul lorc'h enni pa vez gwelet gant an dud. B. Tuadur bred a ra d'ub. krediñ ez eo gwelloc'h, barrekoc'h, kreñvoc'h eget ar re all. Honnezh zo ur plac'h a lorc'h. Tud a lorc'h, pinvidik ha dishual. HS. brasoni, lorc'hentez, ourgouilh. II. Dre ast. Doareoù loavus. Lorc'h evit gounit ub. & Reiñ lorc'h da ub. : klask bezañ deuet-mat dezhañ oc'h asantiñ da gement a lavar. III. Rannyezh. [1732, 1850] Aon. Ar re hardishañ zoken, gant al lorc'h a grenas.

Skouerioù istorel : 
40
Kuzhat roll ar skouerioù

reiñ lorc'h d'an dud a bouez

1732
Daveenn : GReg pg grandeur (Flater les grandeurs humaines.)

roet lorc'h da ur re

1732
Daveenn : GReg pg flater (caresser, tâcher de complaire par des bassesses, loüer, approuver tout en une personne, pp.)

lorc'h

1732
Daveenn : GReg pg effroy (ou effroi)

reiñ lorc'h da ur re

1732
Daveenn : GReg pg flater (caresser, tâcher de complaire par des bassesses, loüer, approuver tout en une personne)

reiñ lorc'h da ur re evit &c.

1732
Daveenn : GReg pg cageoller (carresser pour avoir, &c. de quelqu'un)

ned eus tra a gar kement ar merc'hed, evel kaout lorc'h, ha bezañ kañjolet

1732
Daveenn : GReg pg cageoller (la faiblesse des femmes, c'est d'aimer qu'on les flate, & qu'on les cageole)

lorc'h evit gounit ur re

1732
Daveenn : GReg pg cageolerie (à l'égard de quelqu'un)

neb a ro lorc'h

1732
Daveenn : GReg pg flateur

reiñ lorc'h d'ar re c'halloudus

1732
Daveenn : GReg pg grandeur (Flater les grandeurs humaines.)

reiñ lorc'h d'ar re vras

1732
Daveenn : GReg pg grandeur (Flater les grandeurs humaines.)

neb a ro lorc'h d'an demezelled

1732
Daveenn : GReg pg doucereux (flatteur, qui dit des fleurettes aux dames)

lorc'h

1732
Daveenn : GReg pg douceur (flaterie), flaterie (complaisance, caresse.)

reiñ lorc'h d'an demezelled

1732
Daveenn : GReg pg (compter des) douceurs (des fleurettes au sexe)

reiñ lorc'h d'ar re c'halloudus

1732
Daveenn : GReg pg encenser (les grands, les riches, les louer, les flater)

reiñ lorc'h da ur re bennak

1850
Daveenn : GON.II pg lorc'h (cajoler, flatter quelqu'un).

lorc'h

1850
Daveenn : GON.II pg lorc'h (1. cajolerie. flatterie. louange exagérée [...] on emploie encore ce mot dans le sens de bonheur, de joie, et aussi de vanité, de fierté. voyez "fougé". 2. effroi. épouvante. frayeur. terreur. ce mot est du dialecte de Vannes), pg kudou

Ur pezh kaer koll daou vloaz ! Panefede klevet / E c'hoarzh an holl dezhañ, e ve lorc'h en azen…

1867
Daveenn : MGK p90

Daou varc'h a yae en hent : unan a gerc'h sammet. An eil, o tougen sonn arc'hant holen ar Roue; Bete bouedenn e lost ennañ lorc'h ha fouge, ne roje ket e vec'h evit netra er bed.

1867
Daveenn : MGK p5

Hag a lorc'h ve hiriv e meur a chaseer, / Gant daou seurt pezhiad loen, gallout distreiñ d'ar gêr !

1867
Daveenn : MGK p97

Ne vez atav e ti 'r gened / Nag ar furnezh nag ar spered ; / Ar pezh a vez peurliesañ / Eo lorc'h, fouge e-kreiz netra.

1867
Daveenn : MGK p77

Hiriv, heskinerezh yud hon mestroù, -seul washoc'h dre ma'n em guzh oc'h heñchañ e ribouloù dre zindan hon douar koz,- a glask lemel diganeomp hon yezh hag hon gwiskamantoù, hon gizioù kozh a vroiz pe a gristenien, en ur ger, kement tra a chom ganeomp eus hêrezh hon tadoù kozh, kement tra a ra hon lorc'h hag hon laouenidigezh.

1911
Daveenn : PSEP p III

"lorc’h" g.

1923
Daveenn : SKET p.184, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Fierté, orgueil, luxe".

War lein un dervenn vras e kludas ha setu, raktal, holl vrini ar vro o tiredek a-denn-askell da c’hronnañ war he zro, evel evit he saludiñ hag ober lorc’h dezhi.

1923
Daveenn : SKET p.131

Eus an holl ouiziegezh-se ne denne Manos ha Bena lorc’h ebet, dre na welent war o zro den a gement a vije bet da dezhañ o c’hammveuliñ hag o c’has da fall.

1923
Daveenn : SKET p.39

Gra da lorc’h eus en em zibab da-unan-penn. Ra vo da armoù, da vinvioù, da zilhad-labour da zaouarn. Sav da di. Aoz da voued. N’az pez mevel nemedout. Na zigemer skoazell den. Na zeuet ez kerz road digant den !

1924
Daveenn : SKET.II p.32

Eno ho pije klevet ar c'heloùioù, an neventioù : hemañ pe honnezh en devoa graet an dra-mañ-[t]ra, Yannig a rae al lez da Varc’harid, ha Jaketa a oa darempredet gant Pêr ar C’hamm ; bag ar C’habon he devoa pesketaet div dousenn silioù ; ha karabasenn an aotrou person, al Leonardez divalav-se, a oa deut da vezañ lorc’h ral enni, abaoe ur pennadig…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.943 (Mae 1924)

E gwirionez, o klevout keloù da vont da Vadagaskar e yoa lorc'h ennon, m'el lavar deoc'h !

1929
Daveenn : SVBV p.13

bezañ lorc'h ennañ

1931
Daveenn : VALL pg (s')applaudir

Er gegin e felle dezhi chom ; an Amerikanez a oa lorc’h enni gant he c’havadenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189-190

Ma oa lorc'h ennomp, e c'hallit kompren.

1944
Daveenn : EURW.1 p72

Diskouezet e voen gant Vallée, lorc'h ennañ gant e « ebeul », d'an Aotrounez Ar Braz hag Ar Govig, a oa daou vañsoner pennañ an ti e oad o vont da sevel.

1944
Daveenn : EURW.1 p67

- O, eo ! O, eo ! emezañ. Gweladennoù am beve[z] gant loenig roz an Aotrou Sant Anton liesoc'h eget e karfen ; ha ne vez ket lorc'h ennon, m'el lavar dit.

1949
Daveenn : SIZH p.54

Korfoù blouc’h o c’hroc’hen liv an erc’h, dezho pennadoù blev du hir betek o dargreiz gwevn, ha lorc’h enno gant o brennid dizolo.

1949
Daveenn : SIZH p.38

- Tenn eo. Doue, avat, a ro E c'hras da herzel. Hogen, ma anzavin ouzhit, me n'eo ket gant va diantegezh em beve[z] nec'h ar muiañ ; gant va ourgouilh, ne lavaran ket. Me 'zo ken bras va lorc'h gant ar soñj e vin beleg ha manac'h, m 'am beve[z] aon da gouezhañ e pec'hed ar spered.

1949
Daveenn : SIZH p.54

Dic'hoarzh-meurbet, e kendalc'has, goude-se, an Tad-Mestr gant e brezegennig diwar-benn al lorc'h, pec'hed ar spered, pec'hed Ministred Doue, an hini nemetañ ne vo pardon ebet dezhañ...

1949
Daveenn : SIZH p.61

Met biskoazh n'on bet pennboufet gant al lorc'h war-zigarez ar c'hendegouezh-se, rak gallout a ra n'eus forzh piv dont war an douar deiz ganedigezh Jul Kezar, sant Erwan, Newton, Landru pe ar rouanez Mari-Antoneta, hep bezañ tonket evit kelo-se da vezañ ur brezelour dispar, ur sant hollvrudet, ur mailh war ar skianchoù, na, Doue da viro, da vezañ dibennet evel an daou all.

1954
Daveenn : VAZA p.7

Neuze e lavare va zintin, o c'hedal war doull he dor, lorc'h ha stad enni evel[]just : « Ac'hañ 'ta [sic, ac'hanta] ma ! ur sac'had mat a winizh en devo ar Person da gaout pa zeuio d'ober e gest-ed ».

1954
Daveenn : VAZA p.19

Ret eo anzav koulskoude en devoa kaset mat-tre an traoù en-dro, ha peadra a oa da gaout un tammig lorc'h.

1985
Daveenn : DGBD p152

Evel-se [en em lakaat e plas e enebourien] e vefet sikouket da zigreskiñ al lorc'h, ar gourelezh [c'hourelezh] plaset fall, ar fromoù hag ar youloù a zo skoilhoù war an hent poellek a ranker mont gantañ pa vezer o varc'hata gant enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p141

Ha paz an da di ma zud-kaer e lavaront din, lorc'h enne, "demat d'hon mezegez".

2015
Daveenn : EHPEA p59

Notennoù studi

N'en doa klevet ar Gonideg ar ger "lorc'h" gant ar ster "meuleudi" nemet er frazenn "rei lorc'h da eur ré bennâg".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial