I.
1. Lovrnezh.
Al lorgnezh zo ur c'hleñved euzhus ha spontus.
&
Ent strizh (impl. gant ar gm. a.)
Koeñvennoù, goulioù degaset gant ar c'hleñved-se war ar c'hroc'hen.
He c'horf a zeuas da vezañ goloet gant ul lorgnezh euzhus.
2. Dre skeud.
Tech, doug en em led buan.
Taolit evezh ouzh lorgnezh an divrezhonekaat.
II.
Dre ast.
1. Lastez.
Lorgnezh a vez taolet war an traezh gant tud dibalamour.
HS. loustoni.
2. Louzeier fall.
Ne vez mui gwelet ar feunteun gant al lorgnezh zo savet eno. Er bloaz-mañ ez eus bet ur bern lorgnezh en douar.
3. Astuz.
E pelec'h eo bet o taspugn al lorgnezh-se ? N'eo ken nez tout e vlev.
4. Dre gunuj.
Tud pe loened drouk, hegaz.
O ! Lorgnezh ! Skeiñ gant ur vaouez kozh ! N'eo ket echu ar pegad ha ret eo deomp en em gannañ ouzh al lorgnezh-mañ. N'eus nemet al lorgnezh eveldout n'eus ket a vervel warno !
HS. lastez.
Référence :
GReg
pg bosse (loupe qui vient aux jeunes choux)
lorgnezhoù
lornezou
1732
Référence :
GReg
pg bosse (loupe qui vient aux jeunes choux)
lorgnezh
lourñez
1850
Référence :
GON.II
pg lourñez
lorgnezh
lorñez
1850
Référence :
GON.II
pg lorñez, lovreñtez
Ar c'hentañ lavaras mougañ ar baourentez, / Miret oc'h ar beorien da ziskouez o lorgnezh, / Hag eñ a voa manac'h, ha roet en doa d'ar paour / Kement mad en devoa : e leve hag e aour ? / Ha dre garantez eo e komze an den-se ? / Kredet neb a garo !...
Ar c'henta lavaraz mouga ar baourentez, / Miret oc'h ar beorien da ziskouez ho lorgnez, / Hag hen a voa manac'h, ha roet en doa d'ar paour / Kement vad [sic, mad] en devoa : he leve hag he aour ? / Ha dre garantez eo e komze ann den-ze ? / Kredet neb a garo !...
1867
Référence :
MGK
p118
Goude dont da vezañ lorgnezh, / Mezh ar vro ha gouli ar bed, / Gant o gwall reverzhi nec'het, / Ez eont, sammet a dorfejoù, / Da vreinañ er vac'h[,] oc'h 'r c'hefioù.
Goude dont da veza lorgnez, / Mez ar vro ha gouli ar bed, / Gant ho gwall reverzi nec'het, / Ez eont, sammet a dorfejou, / Da vreina er vac'h oc'h 'r c'hefiou.
1867
Référence :
MGK
p130
Ar c'hentañ lavaras mougañ ar baourentez, / Miret ouzh ar beorien da ziskouez o lorgnezh, / Hag eñ a voa manac'h, ha roet en doa d'ar paour / Kement vad en devoa : e leve hag he aour ? / Ha dre garantez eo e komze an den-se ?
Ar c'henta lavaraz mouga ar baourentez, / Miret oc'h ar beorien da ziskouez ho lorgnez, / Hag hen a voa manac'h, ha roet en doa d'ar paour / Kement vad en devoa : he leve hag he aour ? / Ha dre garantez eo e komze ann den-ze ?
1867
Référence :
MGK
p118
lorgnezh
lorgnez
1931
Référence :
VALL
pg bosse (des choux)
Brav e oa din c'hoazh ne vez ket kavet al lorgnez-se e pep lec'h, na dreist-holl da pep mare.
1985
Référence :
DGBD
p131
Note d'étude
Ar ger-mañ a gaver ivez dindan ar stummoù "lovrnezh" ha "lorniezh".