Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Lovrnezh. Al lorgnezh zo ur c'hleñved euzhus ha spontus. & Ent strizh (impl. gant ar gm. a.) Koeñvennoù, goulioù degaset gant ar c'hleñved-se war ar c'hroc'hen. He c'horf a zeuas da vezañ goloet gant ul lorgnezh euzhus. 2. Dre skeud. Tech, doug en em led buan. Taolit evezh ouzh lorgnezh an divrezhonekaat. II. Dre ast. 1. Lastez. Lorgnezh a vez taolet war an traezh gant tud dibalamour. HS. loustoni. 2. Louzeier fall. Ne vez mui gwelet ar feunteun gant al lorgnezh zo savet eno. Er bloaz-mañ ez eus bet ur bern lorgnezh en douar. 3. Astuz. E pelec'h eo bet o taspugn al lorgnezh-se ? N'eo ken nez tout e vlev. 4. Dre gunuj. Tud pe loened drouk, hegaz. O ! Lorgnezh ! Skeiñ gant ur vaouez kozh ! N'eo ket echu ar pegad ha ret eo deomp en em gannañ ouzh al lorgnezh-mañ. N'eus nemet al lorgnezh eveldout n'eus ket a vervel warno ! HS. lastez.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

lorgnezh

1732
Daveenn : GReg pg bosse (loupe qui vient aux jeunes choux)

lorgnezhoù

1732
Daveenn : GReg pg bosse (loupe qui vient aux jeunes choux)

lorgnezh

1850
Daveenn : GON.II pg lourñez

lorgnezh

1850
Daveenn : GON.II pg lorñez, lovreñtez

Ar c'hentañ lavaras mougañ ar baourentez, / Miret oc'h ar beorien da ziskouez o lorgnezh, / Hag eñ a voa manac'h, ha roet en doa d'ar paour / Kement mad en devoa : e leve hag e aour ? / Ha dre garantez eo e komze an den-se ? / Kredet neb a garo !...

1867
Daveenn : MGK p118

Goude dont da vezañ lorgnezh, / Mezh ar vro ha gouli ar bed, / Gant o gwall reverzhi nec'het, / Ez eont, sammet a dorfejoù, / Da vreinañ er vac'h[,] oc'h 'r c'hefioù.

1867
Daveenn : MGK p130

Ar c'hentañ lavaras mougañ ar baourentez, / Miret ouzh ar beorien da ziskouez o lorgnezh, / Hag eñ a voa manac'h, ha roet en doa d'ar paour / Kement vad en devoa : e leve hag he aour ? / Ha dre garantez eo e komze an den-se ?

1867
Daveenn : MGK p118

lorgnezh

1931
Daveenn : VALL pg bosse (des choux)

Brav e oa din c'hoazh ne vez ket kavet al lorgnez-se e pep lec'h, na dreist-holl da pep mare.

1985
Daveenn : DGBD p131

Notennoù studi

Ar ger-mañ a gaver ivez dindan ar stummoù "lovrnezh" ha "lorniezh".

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial