I.
(db. ar plant)
A.
1. Plantenn hep klorofil eus kerentiad an Orobranchaceae, zo arvevat ouzh gwrizioù spesadoù plant zo, ar plant pizennek dh., dezhi ul liv persdu, arrous pe arwenn.
DHS. asperjez.
2. Plantenn c'heotennek eus kerentiad ar Gramineae, he anv spesad Alopecurus pratensis, A. agrestis pe A. geniculatus, a denn he fennoù da lost al lern hag a c'hounezer evel boued-chatal.
&
Geot-lost-louarn : ar plant-se end-eeun.
B. A-wechoù
1. Lost-marc'h.
2. Fanouilh.
3. Bezhinenn, he anv spesad Furcellia fastigiata pe Cystoseira fibrosa.
II.
Rannyezh.
Kanevedenn.
DHS. born.
HS. gwareg-ar-glav.