Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. (er c'hredennoù pobl) Boud speredel mat pe fall a ren buhez pep hini hag a ra war e dro. Ha c'hwi a gred en arc'houereed ? HS. ael. 2. Spered, dezhañ galloudoù hud, a vev en natur, hervez relijionoù zo. An arc'houereed a vev e dourioù ar stêrioù, e gwez ar c'hoadoù, e rec'hier ar menezioù. HS. amboubal. 3. Dre ast. Relij. Ael e servij an Diaoul. Mestr bras ha rener meur an holl arc'houereed eo Lusifer. Arc'houereed kaezh hag a gouezhas gant Lusifer. HS. diaoul, droukspered.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

arc'houere

1732
Référence : GReg pg demon (esprit soit bon, soit mauvais, genie), genie (Genie, soit bon, soit mauvais, qui selon l'opinion du peuple, accompagnent toûjours chaque homme.)

Ha c'hwi a gred en arc'houereed ?

1850
Référence : GON.II pg arc'houéré (Croyez-vous aux génies familiers ?)

arc'houere

1850
Référence : GON.II pg arc'houéré (Génie, esprit ou démon qui, selon l'opinion du peuple, accompagne toujours chaque homme).

arc'houereoù

1850
Référence : GON.II pg arc'houéré (Génie, esprit ou démon qui, selon l'opinion du peuple, accompagne toujours chaque homme. Pl.)

arc'houereed

1850
Référence : GON.II pg arc'houéré (Génie, esprit ou démon qui, selon l'opinion du peuple, accompagne toujours chaque homme. Pl.)

diwall, aze emañ ar c'houere

1909
Référence : BROU p. 203

En amzer ma komzan, war am eus klevet gant Volked an Arkunia, ec’h are, ec’h ogede, e hade hag ec’h eoste an arc’houereed a-unan gant mibien ha merc’hed Manos.

1923
Référence : SKET p.75

A-ziabarzh e gledour douar ha mein, e vezo d’ar vro-mañ un arc’houere gwarez.

1923
Référence : SKET p.123

"arc’houere" g.

1923
Référence : SKET p.156, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Génie".

arc'houere-gwarez

1923
Référence : SKET p.156, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Génie tutélaire".

Ar roueed-veur a c’hourc’hemennas d’ar seizh meuriad, kent donedigezh an doueed er vro, e voe Donnos a genzivize bemdez gant an arc’houereed war glann ar mor ; Epilos a voe par dezhañ evit ar furnez hag ar santelezh ; [...].

1923
Référence : SKET p.141

Evit ar gouennoù all a boblas an douar, ez int diwanet, er goudevezh, darn anezho eus ramzed an Noz, ar re all eus doueed ar Goulou, ha da vammoù o devoe c’hoarezed ha merc’hed an arc’houereed a vev e dourioù ar stêrioù, e gwez ar c’hoadoù, e rec’hier ar menezioù.

1923
Référence : SKET p.31

arc'houere

1927
Référence : GERI.Ern pg arc'houere

Note d'étude

Resisaat a ra Gregor Rostrenenn (1732) e veze implijet ar ger-se alies gant an dud kozh en e amzer (pg. genie).

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux