1. (er c'hredennoù pobl)
Boud speredel mat pe fall a ren buhez pep hini hag a ra war e dro.
Ha c'hwi a gred en arc'houereed ?
HS. ael.
2. Spered, dezhañ galloudoù hud, a vev en natur, hervez relijionoù zo.
An arc'houereed a vev e dourioù ar stêrioù, e gwez ar c'hoadoù, e rec'hier ar menezioù.
HS. amboubal.
3. Dre ast. Relij.
Ael e servij an Diaoul.
Mestr bras ha rener meur an holl arc'houereed eo Lusifer. Arc'houereed kaezh hag a gouezhas gant Lusifer.
HS. diaoul, droukspered.
Daveenn :
GReg
pg demon (esprit soit bon, soit mauvais, genie), genie (Genie, soit bon, soit mauvais, qui selon l'opinion du peuple, accompagnent toûjours chaque homme.)
Ha c'hwi a gred en arc'houereed ?
Ha c'houi a gréd enn arc'houéréed ?
1850
Daveenn :
GON.II
pg arc'houéré (Croyez-vous aux génies familiers ?)
arc'houere
arc'houéré
1850
Daveenn :
GON.II
pg arc'houéré (Génie, esprit ou démon qui, selon l'opinion du peuple, accompagne toujours chaque homme).
arc'houereoù
arc'houéréou
1850
Daveenn :
GON.II
pg arc'houéré (Génie, esprit ou démon qui, selon l'opinion du peuple, accompagne toujours chaque homme. Pl.)
arc'houereed
arc'houéréed
1850
Daveenn :
GON.II
pg arc'houéré (Génie, esprit ou démon qui, selon l'opinion du peuple, accompagne toujours chaque homme. Pl.)
diwall, aze emañ ar c'houere
dioual, aze ema ar gouéré
1909
Daveenn :
BROU
p. 203
En amzer ma komzan, war am eus klevet gant Volked an Arkunia, ec’h are, ec’h ogede, e hade hag ec’h eoste an arc’houereed a-unan gant mibien ha merc’hed Manos.
1923
Daveenn :
SKET
p.75
A-ziabarzh e gledour douar ha mein, e vezo d’ar vro-mañ un arc’houere gwarez.
A-ziabarz e gledour douar ha mein, e vezo d’ar vro-man eun arc’houere-gwarez (1).
1923
Daveenn :
SKET
p.123
"arc’houere" g.
1923
Daveenn :
SKET
p.156, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Génie".
arc'houere-gwarez
1923
Daveenn :
SKET
p.156, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Génie tutélaire".
Ar roueed-veur a c’hourc’hemennas d’ar seizh meuriad, kent donedigezh an doueed er vro, e voe Donnos a genzivize bemdez gant an arc’houereed war glann ar mor ; Epilos a voe par dezhañ evit ar furnez hag ar santelezh ; [...].
Ar roueed-veur a c’hourc’hemennas d’ar seiz meuriad, kent donedigez an doueed er vro, e voe Donnos a genzivize bemdez gand an arc’houereed war glann ar mor ; Epilos a voe par dezan evid ar furnez hag ar santelez ; [...].
1923
Daveenn :
SKET
p.141
Evit ar gouennoù all a boblas an douar, ez int diwanet, er goudevezh, darn anezho eus ramzed an Noz, ar re all eus doueed ar Goulou, ha da vammoù o devoe c’hoarezed ha merc’hed an arc’houereed a vev e dourioù ar stêrioù, e gwez ar c’hoadoù, e rec’hier ar menezioù.
Evid ar gouennou all a boblas an douar, ez int diwanet, er goudevez, darn anezo eus ramzed an Noz, ar re all eus doueed ar Goulou, ha da vammou o devoe c’hoarezed ha merc’hed an arc’houereed a vev e douriou ar stêriou, e gwez ar c’hoadou, e rec’hier ar meneziou.
1923
Daveenn :
SKET
p.31
arc'houere
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg arc'houere
Notennoù studi
Resisaat a ra Gregor Rostrenenn (1732) e veze implijet ar ger-se alies gant an dud kozh en e amzer (pg. genie).