Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. A vroud an dud da c'hoarzhin goap diwar e goust. Un dra lu. & (impl. da adv.) Lu e vefe lavaret se. & Kunuj. (db. an dud) Marc'h lu ! : istrogell ! 2. Trl. (impl. da ak.) [1924, 1931, 1954] OBER AL LU GANT UB. : ober goap anezhañ. [1924] Hag holl o tirollañ da c'hoarzhin goap ha d'ober al lu gant ar paotr yaouank.

Exemples historiques : 
16
Masquer la liste des exemples

un dra lu

1659
Référence : LDJM.1 pg ridicule

lu

1850
Référence : GON.II pg lû (ridicule, digne de risée, de moquerie).

Un dra lu eo.

1850
Référence : GON.II pg lû (c'est une chose ridicule).

Ya, ya, gwir a leverez ; an traoù-mañ n’int nemet sorc’hennoù lu : deomp ac’halen d’ar gêr.

1877
Référence : EKG.I. p.180

Hag holl o tirollañ da c’hoarzhin goap ha d’ober al lu gant ar paotr yaouank. Hemañ a voe gwall anwazet.

1924
Référence : SKET.II p.36

lu

1924
Référence : SKET.II p.134 (geriadurig ; ridicule)

ober al lu gant ub.

1924
Référence : SKET.II p.134 (geriadurig ; tourner quelqu’un en ridicule, Kerne)

ober al lu gant

1931
Référence : VALL pg berner

Ac’hanta, diskouez a reas Alfoñs ne oa ket un admiral treuzwisket, ha lammat a reas, gwevn ha skañv evel ur gwiñver, war skeulig an Ernest Renan en ur ober al lu gant e grenerien, rak den all nemetañ ne gredas pignal war vourzh, kaer hor boa seniñ hag adseniñ kan broadel Spagn, un ton fentus a-walc'h, ha kustum e veze hor martoloded da vouskanañ ar mentoù diwezhañ en ul lakaat dindano gerioù ijinet ganto : "Pare à virer, pare à virer !"

1954
Référence : VAZA p.129

Met allas, al lu en divije graet ganin Biz Kamm, Dou d’e bardono, rak ne deurvezas tanfoeltr pesk ebet stekiñ ouzh va bouedenn, ha ne zeuis a-benn nemet eus un dra : leuskel da gouezhañ en dour gwellañ korn[-]butun am boa er pred-se.

1954
Référence : VAZA p.107

Dre ar son-se, degaset deomp war ar gwagennoù, meur a vil kilometr eus Moskov, hor boa bet un damskeud eus an doare lu a gased da benn ar c'hoari en Unvaniezh ar Republikoù Soviedat.

1985
Référence : DGBD p140

Al lu 'mañ oc'h ober ganin.

1992
Référence : EAZB p.126

An den-se, (en doa broudet ennon, adal ar mare ma oa deuet en ti, pezh a c'hallan hepken deskrivañ evel ur ranellded rukunet), a oa gwisket en un doare en dije lakaet lu forzh piv

2012
Référence : DJHMH p. 85

Souezhusat tra, ar stuz-se iskis ha lu a oa pell a lakaat ac'hanon da c'hoarzhin.

2012
Référence : DJHMH p. 85

Dav eo lakaat ar c'hoarzherien a-du ganeoc'h, en ur ziskouez dre an eskemmoù a zo gant hoc'h enebourien pegen lu eo o doare d'en em zerc'hel, pegen faos eo ar pezh a lâront, pegen uhel eo ar c'haoc'h en o revr abalamour d'o galloud, hag all, hag all.

2015
Référence : DISENT p79

Gallout a reer ober goap ouzh an enebourien oc'h ober van da sevel a-du gante met en un doare lu, en ur vont kalz re bell ganti, evit sikour an dud da gompren e vez diskuliet tra pe dra e gwirionez.

2015
Référence : DISENT p55

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux