Dre ar son-se, degaset deomp war ar gwagennoù, meur a vil kilometr eus Moskov, hor boa bet un damskeud eus an doare lu a gased da benn ar c'hoari en Unvaniezh ar Republikoù Soviedat.
Souezhusat tra, ar stuz-se iskis ha lu a oa pell a lakaat ac'hanon da c'hoarzhin.
An den-se, (en doa broudet ennon, adal ar mare ma oa deuet en ti, pezh a c'hallan hepken deskrivañ evel ur ranellded rukunet), a oa gwisket en un doare en dije lakaet lu forzh piv
Dav eo lakaat ar c'hoarzherien a-du ganeoc'h, en ur ziskouez dre an eskemmoù a zo gant hoc'h enebourien pegen lu eo o doare d'en em zerc'hel, pegen faos eo ar pezh a lâront, pegen uhel eo ar c'haoc'h en o revr abalamour d'o galloud, hag all, hag all.
Gallout a reer ober goap ouzh an enebourien oc'h ober van da sevel a-du gante met en un doare lu, en ur vont kalz re bell ganti, evit sikour an dud da gompren e vez diskuliet tra pe dra e gwirionez.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
lu