Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. (db. an dud, en e furm lies prl.) Distummadur, strishadur kigennoù an dremm a reer dre fent pe evit diskouez ez eur displijet gant udb. Ober un ard. Kement ardoù zo tout a rae honnezh gant he genoù. HS. orbid. & Ardoù fall : doareoù obera laka an dud da c'hoarzhin. 2. (db. an dud fall, an droukspered dh.) Tro-widre. Ardoù Satan. Ardoù en deus ouzhpenn unan. Taolet e oa bet er vac'h dre ardoù ur vaouez fall. & Displegañ e holl ardoù : diskouez bezañ gwidreüs. 3. (db. an dud, en e furm lies) Komzoù pe oberoù dieeun a-berzh ub. a glask mont en tu-hont d'ar pezh zo ret. Ober ardoù. Hemañ a ra ardoù goude leizh-kof ! HS. arvez, geiz, kamambre, orbid. & Trl. skeud. Mamm, tad an ardoù (fall) : paotr pe blac'h a ra kalz ardoù. 4. Doare ober rekis a dalvez da seveniñ udb. en un doare reizh. Reiñ e ard da ub. HS. rekipe. & Trl. Gouzout ar mil ard fall : bezañ boas da vont diwar an hent reizh evit seveniñ an dra-mañ-tra. & Ober mil ard fall : mont diwar an hent reizh evit ober tra pe dra. 6. Un ard a zen : zo kalz a ijin dezhañ.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

ard

1499
Référence : LVBCA p27 (idem)

gervel an anaon dremenet, gant ard an droukspered

1732
Référence : GReg pg evoquer (les ames des morts, par le moïen des magiciens)

ardoù

1927
Référence : GERI.Ern pg ard

ard

1927
Référence : GERI.Ern pg ard

Mall a oa ganin mont da welout ar vorianed du o korolliñ ha da selaou anezho da [sic] ganañ, da glevout ar yer-koad [sic] o raganellañ, da arvestiñ ouzh fiñvadennoù an naered-meur hag ouzh ardoù ar marmouzien tudheñvel e-barzh ar c'hoadoù don.

1929
Référence : SVBV p14

ardoù

1931
Référence : VALL pg affectation (recherche des manières), affêterie, artifice

Ur gwir breder eo din ma c'harg, beleien ger, / Ha gwander ma beli am glac'haro bepred / Rak dic'halloud on bet d'ho tifenn diouzh tud kêr / Mennet d'hoc'h izelaat dre wall ardoù ar bed.

1960
Référence : PETO p15

Unan ac'hanomp hon-daou a rankas lavarout d'egile, hegaset ma oa gant an ardoù-se, ne vije ket un dra fall c'hoari un dro-gamm da berc'henn ar c'hi.

1985
Référence : DGBD p195

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux