Télécharger les mots parents lugern lugerner lugerniñ lugernouer
En tu all da Blounerin, ur c’hilhog, un toullad yer ha polezi d’e heul, sonn e benn, ruz e gribenn, pluñv e lost gwer-[g]las, lugernus, o vrañsigellat war e gein, a heñche e verc’hed etrezek ur bern teil.« — Rog ! rog ! ko ! ko !… deuit, va dousigoù koant, deuit ! « Hag e skrabe. « — Rog ! rog !
lugernus
Job. — « Arc’hant lugernus. » Lom. — « Aour skedus. » Job. — « Un teñzor burzhudus. » Lom. — « Brasoc’h eget hini Kresus ["Krezus"]. »
Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.
Ha deuet e oa teñval a-raok deomp bezañ degouezhet, ar pezh a roas tu deomp da welout o nijal ar c'hwibu lugernus, un dra bennak evel ma nijfe hor preñved lugernus a-us d'hor penn.
Pa bare an heol e lufre pep tra en e adsked, pep tra a oa lugernus, bev-buhezek ha kaer.
Mots précédents
Mots suivants
luget