Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. 1. [1499, 1985] Unanenn dolz, disheñvel he zalvoudegezh hervez an traoù, zo un tamm muioc'h pe un tammig nebeutoc'h eget un hanter kilogramm. [1985] Anat eo e vez douget aesoc'h seizh-ugent lur eget ne vez graet daou-c'hant lur. 2. Ent strizh. [1878] Ha pa n’en defe nemet pevar vi, pe un hanter lur amann da werzhañ, paotr Plougasnou a gavo gwelloc’h koll e zervezh er gêr evit mont da Vontroulez [...]. [1972] Hanter kilogramm. Tri-ugent kilo pe c'hwec'h-ugent lur. Daou lur amanenn. Un dluzhenn, ouzhpenn al lur enni. II. 1. Unanenn jediñ diazez ar moneiz,e broioù zo. Kant lur gall. Al lur saoz. 2. Dre verr. [1931, 1985] Lur gall. [1985] Hanter-kant lur ar miz. Kant lur tost da vat. 3. GWECHALL [1732] Unanenn voneiz kemm-digemm he zalvoudegezh, a dalveze da voneiz-kont hepken. Ul lur tournez zo pevar real. Ul lur moneiz zo pemp real nemet ur gwenneg. Koustañ a rae dek lur ar walenn. Bez' en deus bet evit dek mil lur leve. [1954] Ha chervad a veze graet ganti, - pa lavaran, petra bennak ne gemere ket kalz tra digant tud an ti, ugent real ar peurliesañ, ugent lur d'ar muiañ, met dastum a rae un tamm brav a werzh-butun [...]. EVEZH. : kemmadur blot goude lur e gerioù zo.

Exemples historiques : 
29
Masquer la liste des exemples

Bez' en deus bet evit e vab un abatiaj a zek mil lur leve.

1732
Référence : GReg pg abbaye

lurioù

1850
Référence : GON.II.HV pg livr ou liour ou lûr (livre, poids contenant un certain nombre d'onces, plus ou moins, selon les différents usages des lieux et des temps. Pl.)

Roit daou lur bara din.

1850
Référence : GON.II.HV pg livr ou liour ou lûr (donnez-mois deux livres de pain).

lur

1850
Référence : GON.II.HV pg livr ou liour ou lûr (livre, poids contenant un certain nombre d'onces, plus ou moins, selon les différents usages des lieux et des temps).

Ha pa n’en defe nemet pevar vi, pe un hanter lur amann da werzhañ, paotr Plougasnou a gavo gwelloc’h koll e zervezh er gêr evit mont da Vontroulez da werzhañ e bevar vi pe e hanter lur amann eget o reiñ, ouc’h ar memes priz, er gêr, da un trafiker bennak eus ar bourk.

1878
Référence : EKG.II p.308

Un den deus Trelêvern en nevoa kuzhet ‘barzh un toull moger ur bilhed kant lur. Pa deuas d’e doull da glask e arc’hant e oa bet debret gant ar razhed.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

daou lur ha tregont

1909
Référence : BROU p. 394 (lur : en matière monétaire, ce mot est masculin : daou lur ha tregont ; en matière de poids on le fait du féminin : diou lur vara)

div lur vara

1909
Référence : BROU p. 394 (lur : en matière monétaire, ce mot est masculin : daou lur ha tregont ; en matière de poids on le fait du féminin : diou lur vara)

Gant ar vezh ! en eskemm ouzh an douaroù ma savent warno o lastez logoùigoù, da c’hopr evit ar peurvanoù treut ma peurent o saout, e c’hratae ar bagadoù-se kalon-laosk gwerzhañ d’an Estren ur c’hement-mañ-kement a lurioù eus o c’hig, eus o eskern, eus o gwad o-unan.

1923
Référence : SKET p.91

kant lur tost-da-vat

1931
Référence : VALL pg à peu près (cent francs)

kant lur tost-da-vat

1931
Référence : VALL pg à peu près

ur c'hant lur bennak

1931
Référence : VALL pg à peu près (cent francs)

un tamm a gant lur

1931
Référence : VALL pg (un) billet (de 100 francs)

Pesketaet en doa er stêr a red e traonienn Maen-Tourog [Maentwrog ] ur mell pezh eog a zek lur, hag a felle dezhañ reiñ outañ da dañva d'ar Vretoned.

1944
Référence : EURW.1 p.173

Da ziwezhañ, e voe lodennet etre ar saverien werzioù, sonioù ha pezhioù[-]c’hoari brezhonek ur somm a 500 lur kinniget gant an itron Mosher.

1944
Référence : EURW.1 p.190

Ar jeneral ar Flô a chomas sabatuet dirak ur respont ken eeun rak ar vedalenn a zigase ouzh he heul ul leve a 100 lur, ar pezh a oa kalz d'an ampoent.

1944
Référence : EURW.1 p12

Prenañ a reas e Karnoed studi an aotrou an Ny, evit 20.000 lur.

1944
Référence : EURW.1 p13

Er bañsion genta, an hini 500 lur, e oa bugale an noblañs ; ne oant ket dek etre holl.

1944
Référence : EURW.1 p32

Setu aze ugent lur dastumet en taol kentañ.

1944
Référence : EURW.1 p57

— « Mes, paotrig, va bag a dalvez tri c’hant lur. »

1944
Référence : ATST p.109

Job a lakaas e zorn e godell gleiz e chupenn hag a dennas diouti ur bilhed a hanter-kant lur.

1944
Référence : ATST p.103

Gwreg ar baraer a oa en tu all o pouezañ bara gwinizh d’he fratikoù. — « Pet lur ’po ? » — « Lakait din ur bara a bemp lur. »

1944
Référence : ATST p.87

Ha chervad a veze graet ganti, - pa lavaran, petra bennak ne gemere ket kalz tra digant tud an ti, ugent real ar peurliesañ, ugent lur d'ar muiañ, met dastum a rae un tamm brav a werzh-butun, peogwir e veze alies betek un daou pe dri c'hant bennak o verniañ an deiz kentañ an eured, rak ne veze ket sellet berr d'ar c'houlz-se, ha tri dervezh e pade an abadenn : d'al Lun evit ar pennoù bras, d' ar Meurzh evit an dudigoù, mitizhien, amezeien hag all, ha d' ar Yaou evit ar veleien, ar gerent hag ar vignoned nesañ.

1954
Référence : VAZA p.11

Ar c'hafe glas a vez lakaet er c'hoñvers dre sac'hadoù o pouezañ tri-ugent kilo (c'hwec'h-ugent lur).

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.42

kondaonet ivez pep hini da 400 lur kastiz o vezañ ma'z int merourien ar G.F.A.

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.6

Eno e vo laouenoc'h moarvat gant e hanter-kant lur ar miz, eget gant ar pevar-ugent a roen-me dezhañ.

1985
Référence : DGBD p70

Setu ! tri den skañv ha treut omp-ni, tri gwir skarineg ; hag egile a zo bras, tev ha ponner ; hag anat eo e vez douget aesoc'h seizh-ugent lur eget ne vez graet daou-c'hant lur.

1985
Référence : DGBD p36

Ur weladenn d'ar bank, ma boe dizoloet meur a viliad lurioù war gred ar muntrer a glokaas e levenez.

2012
Référence : DJHMH p41

Tennañ a reas prim un alc'houez eus e chakod, digeriñ an nor ha mont tre en ti, ha distreiñ kerkent gant dek lur e pezhioù aour, hag evit ar peurrest, gant ur chekenn da dennañ war ar bank Coutts, taladus d'an douger ha sinet gant un anv n'hallan ket diskuliañ

2012
Référence : DJHMH p14

Note d'étude

S.o. "livr" ivez.

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux