daou lur ha tregont
kant lur tost-da-vat
— « Mes, paotrig, va bag a dalvez tri c’hant lur. »
Job a lakaas e zorn e godell gleiz e chupenn hag a dennas diouti ur bilhed a hanter-kant lur.
Gwreg ar baraer a oa en tu all o pouezañ bara gwinizh d’he fratikoù. — « Pet lur ’po ? » — « Lakait din ur bara a bemp lur. »
C’hwec’h kant lur er bloaz a ranke diyalc’hañ ar re binvidikañ hag a rae kerkoulz tinell hag ar veleien, hor c’helennerien, gant jistr ha gwin da bep pred, kement ha ma kare da bep hini.
Ha chervad a veze graet ganti, - pa lavaran, petra bennak ne gemere ket kalz tra digant tud an ti, ugent real ar peurliesañ, ugent lur d'ar muiañ, met dastum a rae un tamm brav a werzh-butun, peogwir e veze alies betek un daou pe dri c'hant bennak o verniañ an deiz kentañ an eured, rak ne veze ket sellet berr d'ar c'houlz-se, ha tri dervezh e pade an abadenn : d'al Lun evit ar pennoù-bras, d' ar Meurzh evit an dudigoù, mitizhien, amezeien hag all, ha d'ar Yaou evit ar veleien, ar gerent hag ar vignoned nesañ.
Ar c'hafe glas a vez lakaet er c'hoñvers dre sac'hadoù o pouezañ tri-ugent kilo (c'hwec'h-ugent lur).
kondaonet ivez pep hini da 400 lur kastiz o vezañ ma'z int merourien ar G.F.A.
Setu ! tri den skañv ha treut omp-ni, tri gwir skarineg ; hag egile a zo bras, tev ha ponner ; hag anat eo e vez douget aesoc'h seizh-ugent lur eget ne vez graet daou-c'hant lur.
Eno e vo laouenoc'h moarvat gant e hanter-kant lur ar miz, eget gant ar pevar-ugent a roen-me dezhañ.
Ur weladenn d'ar bank, ma boe dizoloet meur a viliad lurioù war gred ar muntrer a glokaas e levenez.
Tennañ a reas prim un alc'houez eus e chakod, digeriñ an nor ha mont tre en ti, ha distreiñ kerkent gant dek lur e pezhioù aour, hag evit ar peurrest, gant ur chekenn da dennañ war ar bank Coutts, taladus d'an douger ha sinet gant un anv n'hallan ket diskuliañ