Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. Doare rousin a denner eus gwez zo evel ar sapr, ar pin, h.a. Gouloù-lutig. II. G. 1. Goulaouenn a oberier gant an danvez-se. & Trl. C'hwezhañ e fri d'al lutig : e vouchañ. 2. Dre ast. Goulaouenn pe gleuzeur a daol nebeut a c'houloù. & Ent strizh Doare kleuzeur, gwan he sklêrijenn, a lezer war enaou e-pad an noz pe en ul lec'h teñval. Beajourien o kousket er c'hombod en amc'houloù ul lutig. & Dre skeud. [1955] Mar n’az pije ket kroget an tan e penn ha lost d’az lutig, ne vije ket bremañ ken berr war hor c’hezeg…

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

Un taol bout war an nor, hag e-barzh, ha d’an oaled da c’hwezhañ e c’houlaouenn-lutig.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.951 (Mae 1924)

Ha Perig al Lutig ’ta, a werzhe mesk-ha-mesk morlukennoù ha goulou rousin aozet gant e wreg…

1954
Référence : VAZA p.120

A-benn ur pennadig e krogas ar volz iskis-se da zislivañ a-dammoù : treiñ a reas da vezañ mouk, ha damc’hlas evel ul lutig dare da vervel, met kerkent-all e flamminas adarre, gell-alaouret an dro-mañ gant bannoù a bep seurt liv hag a bep seurt stumm en he c’hreiz, gwech o vont en-dro evel skinoù ur rod karr, gwech strinket gant herr d’an nec’h, biroù tan o paouez bezañ diwareget, pe o kouezhañ goustadik er mor, hervez ma ra ar gwabriol e-kerz [e-kerzh] an hañv.

1954
Référence : VAZA p.173

Mar n’az pije ket kroget an tan e penn ha lost d’az lutig, ne vije ket bremañ ken berr war hor c’hezeg…

1955
Référence : VBRU p.6

Kloz e oa ar rideozioù, gouloù ebet war-bouez skleur lutig-noz al lugell-dredan, ur pik roz-ruz.

2023
Référence : DREAM p. 130

L'Office public de la langue bretonne