Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Zo bet ub., udb. ouzh e vac'hagnañ. Tud kamm ha mac'hagnet. Soudarded mac'hagnet.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

Un den a skiant gwechall alies a lavare : / Ra vezin-me strobinellet, / Born, kamm, tort, mac'hagnet, / 'Met e vevin zo 'walch, ha pa ven zoken dall !

1867
Référence : MGK p.66

Pa welas ar re-mañ n’oa er c’hogn-se nemet ur manac’h mac’hagnet, unan anezho, ur paotrig yaouank ha n’en doa ket c’hoazh ur varvenn war stal ar mec’hi, hen treuzas gant un taol baionetez ken don ha ken didruez ma her stagas ouc’h an nor…

1877
Référence : EKG.I. p.41

Gwelet hemañ mac’hagnet e holl izili, henhont astennet a-hed e gorf war hent ar belerined, a glemm, a derm, klevet-eñ o huanadiñ war e wallblanedenn : « O ! pet truez ouzh ur paourkaezh !… O ! pet truez !… » Hennezh, azezet harp ouzh ar c’hleuz, e flac’hoù en e gichen, euzhus da welet, a ziskouez e zivc'har debret gant ar goulioù hag ar c’hontron : « Sellit a-druez ouzh un den reuzeudik, c’hwi pere a zo yac’h ha divac’hagn ».

1924
Référence : BILZ1 Niv. 40, pp.897-898 (Ebrel 1924)

Ha va c’hemener mac’hagnet da lammat er porzh ken prim hag ur bleiz e vefe sanket dezhañ ur skod-tan dindan e lost.

1954
Référence : VAZA p.30

fuloriñ a rae diwar-benn bugale mouget, ne ouied ket pere, ha krennarded mac'hagnet, met echu oa ar brezel pell a oa ha forzh penaos hi ne oa bet morse d'an tachennoù-emgann, ha ken taer e teue da vezañ diwar an albac'hennoù-se ma oa bet sinet diouzhtu gant ar medisin ar baberenn evit he c'has da Sant Mewen.

1992
Référence : EAZB p.50

Pe c'hoazh e vefen taget ha mac'hagnet gant an argaderien riblerien a vez o tanvarc'hekaat dre eno kerkent ha kouezhet rouz an noz, e klask eus unan kozh da dennañ e arc'hant digantañ pe eus unan goant da dennañ un dra all diganti, a-chaoliad war o c'hezeg trouzus ha bouzarus hag a-hed-brec'h ganto o chadennoù, heñvel ouzh gladiatourien Roma a vefe deut ar straedoù noz da vezañ ur sirk bepred digor dezho.

1992
Référence : EAZB p.129

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux