I.
1. (er relijionoù)
Barn un doue a laka un den da vezañ kastizet, milliget.
Bezañ daonet gant mallozh Doue. Ar vallozh en doa Adam tennet warnañ.
2. Komzoù a zistager pa youler e kouezhfe un droug bnk. - kounnar un doue, h.a. - war ub.
Ur mallozh hag ur c'hastiz.
&
Trl.
Reiñ e vallozh da ub., d'udb. : e villigañ.
Reiñ e vallozh d'ar bed.
&
Ent krenn
Ma mallozh, mallozh Doue d'ar c'hoarioù : ra vo milliget ar c'hoarioù.
&
Trl. estl.
Mallozh Doue ! Mallozh ma Doue ! Mil mallozh ! Mallozh gast !
&
Mallozh dit! Mallozh ruz dit! Mallozh Doue dit ! : gwa te !
&
(dirak ur gunujenn)
MALLOZH DOUE : troienn a implijer da greñvaat un termen kunujennus.
Mallozh doue inosant ! Mallozh doue penn avelet !
&
(kreñvaet gant sakre)
Sakre mallozh doue penndolog !
&
(impl. hep gm.)
Skuilhañ mallozh war ub. : e villigañ.
ES. bennozh.
3. (en e furm lies)
Komzoù dizereat pe zismegañsus distaget a-enep ub., udb.
En ti-se ne glever nemet youc'hadennoù ha mallozhioù.
&
Trl.
Lezel mallozhioù war ub., gant ub. : distagañ mallozhioù a-enep dezhañ.
[1877] Ar gouel a achuas e-kreiz an hu hag ar mallozhioù a laoske mignoned ar republik.
II.
Tr. adv.
A-VIL-VALLOZH-KAER.
Hep urzh na ratre.
Setu labour graet a-vil-vallozh-kaer !
Mat, bep tro ma’z ae unan bennak diwar ar maez e kêr, ur boned segovii war e benn, da werzhañ ul loan pe ur boezellad ed, ez ae raktal war e lerc’h ur vandenn soudarded en u[l] leuskel mil mallozh ha ne entented ket.
Mad, peb tro ma’z ea unan-bennag divar ar meaz e kear, eur boned segovii var he benn, da verza eul loan pe eur boezellad ed, ez ea raktal var he lerc’h eur vandenn soudarded en eur leuskel mil malloz ha ne ententet ket.
1877
Référence :
EKG.I.
p.308
Ar gouel a achuas e-kreiz an hu hag ar mallozhioù a laoske mignoned ar republik.
Ar gouel a achuaz e kreiz an hu hag ar mallosiou a laoske mignouned ar republik.
1877
Référence :
EKG.I.
p.187
Ne c’hellan ket lavaret deoc’h ar sakreoù nag ar mallozhioù a voe neuze laosket el lec’h ma ne gleved a-ziagent nemet kuzulioù mat, meuleudioù Doue ha kanaouennoù santel.
Ne c’hellan ket lavaret d’ehoc’h ar sakreou nag ar mallochou a oue neuze laosket el leac’h ma ne glevet aziagent nemed kuzuliou mad, meuleudiou Doue ha kanaouennou santel.
1877
Référence :
EKG.I.
p.210
Ne deuas ket zoken em [f]enn laosker va mallozh war an dispac’herien ; ur soñj all a yoa em spered.
Ne deuaz ket zoken em penn [sic] laosker va malloz var an dispac’herien ; eur sonj-all a ioa em spered.
1878
Référence :
EKG.II
p.50
Ha ne ouzoc’h ket eo barnet d’ar mallozh abaoe an deiz m’eo bet lakaet d’ar marv ar roue Louis XVI ?
Ha ne c’houzoc’h ket eo barnet d’ar malloz abaoue an deiz m’eo bet lakeat d’ar maro ar roue Louiz XVI ?
1878
Référence :
EKG.II
p.182
Heñvel ouzh un evn torret dezhañ e zivaskell, e kouezhas ar vallozh d’an douar. War ar re o doa hen taolet eo e plavas, e-keit ha ma ruilhe hini-ha-hini ar pennoù troc’het war dalbenn ar savenn.
Henvel ouz eun evn torret d’ezan e ziouaskell, e kouezas ar valloz d’an douar. War ar re o doa hen taolet eo e plavas, e-keit ha ma ruilhe hini-ha-hini ar pennou trouc’het war dalben ar savenn.
1923
Référence :
SKET
p.128
Dre greiz nozvezh al lazhadeg, ul leñvadeg a boan, a gasoni, hag a vallozh a savas a-ziwar an holl ranndir etre an Albis hag ar Visuria hag a bignas d’an neñv.
Dre greiz nozvez al lazadeg, eul lenvadeg a boan, a gasoni, hag a valloz a savas a-ziwar an holl rann-dir etre an Albis hag ar Visuria hag a bignas d’an nenv.
1923
Référence :
SKET
p.128
Ha Bidoullig ?… Bidoullig ebet ne welas. Houmañ a oa aet gant ar gounnar pe gant ar foeltr, pe gant mil mallozh an aotrou Doue, d’an daoulamm-ruz etrezek he marchosi, e-lec’h ma oa bet kavet marv-mik, an deiz war-lerc’h.
Ha Bidoullig ?… Bidoullig ebet ne welas. Houman a oa aet gant ar gounnar pe gant ar foeltr, pe gant mil malloz an ôtrou Doue, d’an daoulamm-ru etrezek he marchosi, e-lec’h ma oa bet kavet maro-mik, an de war-lerc’h.
Mallozh Doue a zo kouezhet war va zi. Birviken troad, m’en tou ! ne daolin ennañ !
Malloz Doue a zo koueet war va zi. Birviken troad, m’en tou ! ne dôlin ennan !
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 42, p.973 (Even 1924)
mallozh
malloz
1931
Référence :
VALL
pg blasphème
mallozhioù
malloziou
1931
Référence :
VALL
pg blasphème
Holl gazetennoù Pariz a vrudas an "Emsav Chouanted" a oa bet en Alre, hag ar mallozhioù stlapet war ar ministr Combes hag e vevelien.
Holl gazetennou Paris a vrudas an "Emsao Chouanted" a oa bet en Alre, hag ar malloziou stlapet war ar ministr Combes hag e vevelien.
1944
Référence :
EURW.1
p.207
Mallozhioù, hudurniezh, blejadeg, breugeudoù, brammoù, ur sonadeg dibaouez betek ma son ar c’hleroner « lazhañ ’r gouloù » da 10 eur. Hini ha hini, e serront o genou hag o daoulagad…
Malloziou, hudurniez, blejadeg, breugeudou, brammou, eur sonadeg dibaouez betek ma son ar c’hleroner « laza’r goulou » da 10 eur. Hini ha hini, e serront o genou hag o daoulagad…
1944
Référence :
EURW.1
p.193
Klevet e veze ur vlejadeg spontus adalek kreisteiz betek an enderv, ha leoù-touet ar gigerien, ha mallozhioù an doucherien, holl mesk-ha-mesk ; an ostalerioù a veze leun a lonkerien ; dibaot neb a yae d'ar marc'had neuze hep dont mezv-dall d'ar gêr.
Klevet e veze eur vlejadeg spontus adalek kreizteiz betek an enderv, ha leoutouet ar gigerien, ha malloziou an doucherien, holl mesk-ha-mesk ; an ostaleriou a veze leun a lonkerien ; dibaot nep a yae d'ar marc'had neuze hep dont mezo-dall d'ar gêr.
1944
Référence :
EURW.1
p28
Mallozh ruz-tan d'an touer brein !
Malloz ruz-tan d'an touer brein !
1960
Référence :
PETO
p66
Mil mallozh ruz !
Mil malloz ruz !
1960
Référence :
PETO
p50
Ur c'hontamm diaoulek da nammañ / Da viken brud ar person plouz / Ha gant ar vallozh da sammañ / An eñvor eus e ene lous.
Eur c'hontamm diaoulek da namma / Da viken brud ar person plouz / Ha gant ar valloz da samma / An eñvor eus e ene louz.
1960
Référence :
PETO
p42
Ur c'hresk ken bras en ur ober dek vloaz a rofe marteze da grediñ e vefe bet troc'het ar mallozh a seblante gwaskañ ar bobl-se.
1985
Référence :
DGBD
p188
D'ur mare e oamp un tri c'hardeur bennak ouzh e c'hedal en ur ge[ê]riadenn en ur chaokat korz-sukr a-barzh ma voe gwelet o tont, mallozhioù gantañ war e zougerien.