maltouter
Ha pebezh kemm, kwita, adal ma tegouezher war harzoù Bro-C’hall ; lammat a ra neuze en tren un druilhad fardilhoned divergont, maltouterien ha me oar, c’hwiltouzed rok ha difurlu, gant ur bechad sigaretezenn didan peget ouzh o beg, hag i o harzhal : « Alorss ! bon Dieu, les passeports, la d’dans, et que ça saute !... »
Evit pezh a selle ouzh ar valtouterien, dreist pep tra e klaske ar re-mañ lakaat dorn war levrioù, kelaouennoù, skridoù e bep seurt a-enep d’an Impalaer, d’ar gouarnamant, da Zoue ha d’ar feiz, traoù hag a veze degaset e Rusia gant floderien, hag ar gañfarded-mañ a zibabe evel-just ul lec’h ne veze ket ennañ ken alies a furcher war spi.
Gwerzhet e veze zoken an "Dépêche de Best", ha, pa'z eas e koñje ar maltouter landerneat am eus graet meneg anezhañ er pennad V, e kemeris ar rummad a oa e hini a-raok, met moarvat ne grogas kement-se nemet war-dro miz Meurzh pe miz Ebrel, pa chomas diwerzh ar skouerenn a oa bet a-raok hini hennezh.
Mots précédents
Mots suivants
maltouterezh