Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Den karget gant ar velestradurezh da ensellet ar marc'hadourezhioù enporzhiet hag ezporzhiet ha da zastum arc'hant ar gwirioù paeet evito. Bale a-hed an aod dre hentig ar valtouterien.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

maltouter. p. maltouterien

1732
Daveenn : GReg p.595

Mes penaos [e] raimp evit kas an Aotrou Poullaoueg d’al lestr, ha gellout her c’huzhet ouc’h ar valtouterien ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.215

Amañ, du-hont, tier ar besketaerien, hadet e-touez ar gerreg, war ribl an traezh, ha, kuzhet gant delioù ur bodad tilh, tier ar valtouterien ha kazarn ar soudarded.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

Pevar maltouter a oa o c’hoari pilpot, ’hed moger ar vered, dirak dor-dal ar presbital.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.866 (Miz Meurzh 1924)

Heuilhit, hed ar mor, hent ar valtouterien, hag e kavfet anezhi en plegig an t[o]rrod, etre beg an Enez-Wenn ha beg ar Roc’h-Vran.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

Brigadier ar valtouterien a oa strizh war al lezenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.975 (Even 1924)

C’hoantek ne oa ket da vezañ gwreg ur maltoutier : ne gare ket ar valtouterien.

1925
Daveenn : BILZ2 p.151

maltouter

1931
Daveenn : VALL pg agent (du fisc)

E dad a oa maltouter hag e vamm a oa eus Pleuvihan.

1944
Daveenn : EURW.1 p.98

Gwerzhet e veze zoken an "Dépêche de Best", ha, pa'z eas e koñje ar maltouter landerneat am eus graet meneg anezhañ er pennad V, e kemeris ar rummad a oa e hini a-raok, met moarvat ne grogas kement-se nemet war-dro miz Meurzh pe miz Ebrel, pa chomas diwerzh ar skouerenn a oa bet a-raok hini hennezh.

1985
Daveenn : DGBD p120

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial