I.
1. Strilh dour er-maez eus an douar a vag ur wazh, ur stêr.
Mammenn ar stêr-se zo dianav. Dour mammenn.
[1924] [...] war glann ar vammenn-dour, e-kreiz an enezenn.
&
Trl.
Amañ n'emañ ket ar vammenn : n'omp ket pinvidik.
2. Dre skeud.
Orin, pennabeg.
Mammenn an holl zrougoù.
[1878] Heuilh Iliz hor Salver, / Ha dilez prim da le, / Mammenn eus da zizeur / Ha da zaonedigezh, / Ha kevret dizeur ar bobl kaezh.
HS. andon, eienenn, stivell.
II.
1. (db. an dud)
Mamm.
Bugale krog e brozh o mammennoù.
&
GWECHALL
Terzhienn ar vammenn : kleñved diwar gontamm a varve diwarni ar mammoù nevez-wilioudet.
2. (db. parezed al loened)
Gouennerez.
&
Ent strizh
Dañvadez.
Leun eo ar mammennoù. Tres ur vammenn vat zo warni.
3. Chut ur pod-bronnek.
III.
A.
Gludenn a furm e dourennoù zo dre obererezh ar bakteri.
&
Ent strizh
Kroc'henenn c'hludek a ziwan en dourennoù alkoolek o trein e trenkennoù.
Mammenn ar gwinegr. Mammennoù zo e-barzh ar gwinegr.
HS. gwele.
2. (db. ar plant)
Mammenn an dour : glandour.
IV.
KORF.
Mammenn al lagad, mammenn-lagad : mab-lagad.
Mammenn e lagad. Mammennoù e zaoulagad.
[1924] Ar werennad kentañ a domme dezhe o c’halon, a sklaerae mammenn o lagad [...].
Référence :
GReg
pg gland (Pepiniere, où semil de glands.)
an holl grasoù a ziver deomp, a zired deomp, eus an neñv, evel eus o mammenn
an oll graçzou a zivèr deomp, a zired deomp, eus an eè, evel eus o mammenn
1732
Référence :
GReg
pg (toutes les graces nous) derivent (du Ciel, comme de leur premiere source)
ar vammenn eus a un dra bennak
ar vammeñ eus a un dra-bennac
1732
Référence :
GReg
pg capital
amañ emañ ar vammenn eus ar stêr
amañ éma ar vammen eûz ar ster
1850
Référence :
GON.II
pg mammen
ar vammenn eo eus a galz a zroug
ar vammen eo eûz a galz a zrouk
1850
Référence :
GON.II
pg mammen
ur vammenn dihesk em eus em liorzh
eur vammen dihesk em eûz em liorz
1850
Référence :
GON.II
pg dihesk (J'ai une source intarissable dans mon jardin).
dour [m]ammenn
dour-vammen
1850
Référence :
GON.II
pg dour-vammen (Eau de source), dour-zaô
an iwerzhoneg hag ar brezhoneg a zeu diouzh an hevelep mammenn
ann iverzoneg hag ar brézoneg a zeû diouc'h ann hévélep mammen
1850
Référence :
GON.II.HV
pg iverzonek
mammenn
mammen
1850
Référence :
GON.II
pg mammen
mammennoù
mammennou
1850
Référence :
GON.II
pg mammen
Ur wech c’hoazh, va breur ker, / Saveta da ene : / Heuilh Iliz hor Salver, / Ha dilez prim da le, / Mammenn eus da zizeur / Ha da zaonedigezh, / Ha kevret dizeur ar bobl kaezh.
Eur veach c’hoaz, va breur ker, Saveta da ene : Heuil Iliz hor Zalver, Ha dilez prim da le, Mammen euz da zizeür Ha da zaonedigez, Ha kevret dizeür ar bobl kez.
1878
Référence :
EKG.II
p.249
An Arc'hdrouiz, anvet gant Gorsedd Beirdd Ynis Prydain (mammenn an holl C'horseddoù) a zo rener evit gwir war holl C'horseddoù ar bed hag an holl Drouized-Veur a dle sentidigezh dezhañ war bezh a sell ouzh ar Barzhaz, evit ma vezo dalc'het an holl C'horseddoù war hent ar glad varzhek da virviken.
An Arc'hdrouiz, hanvet gant Gorsedd Beirdd Ynis Prydain (mammen an holl C'horseddou) a zo rener evit gwir war holl C'horseddou ar bed hag an holl Drouized-Veur a dle sentidigez d'ezan war bez a zell ouz ar Barzaz, evit ma vezo dalc'het an holl C'horseddou war hent ar glad varzek da virviken.
1909
Référence :
REZI
p. 7
Tri bed avat a oa. Bez’ e oa Aedobitus pe Tenedobitus [2], « Bed an Tan », mammenn pep luc’h ha pep gwrez, n’en deus gallet biskoazh krouadur, dezhañ kig hag eskern, gouzañv ar sked hag an tommder anezhañ, n’en deus nikun tizhet biskoazh, ha ne dizho biken, mont en e ziabarzh.
Tri bed avat a oa. Bez’ e oa Aedobitus pe Tenedobitus (2), « Bed an Tan », mammenn pep luc’h ha pep gwrez, n’en deus gallet biskoaz krouadur, d’ezan kig hag eskern, gouzanv ar sked hag an tommder anezan, n’en deus nikun tizet biskoaz, ha ne dizo biken, mont en e ziabarz.
1923
Référence :
SKET
p.26
Ar re-se eo mammenn ha doare al lezennoù brudet anavezet dre an anv a Lezennoù Belios, hag a zo bet tremenet a-rumm-da-rumm, adalek Ariomanos betek hiziv, gant Volked an Erkunia, Nerved an Arduinna, ha meur a boblad all a Geltia.
Ar re-ze eo mammenn ha doare al lezennou brudet anavezet dre an ano a Lezennou Belios, hag a zo bet tremenet a-rumm-da-rumm, adaleg Ariomanos betek hizio, gant Volked an Erkunia, Nerved an Arduinna, ha meur a boblad all a Geltia.
1923
Référence :
SKET
p.53
Ha gant diskennidi Vanos edo Ti an Daou kehelet-tre : sellet e veze outañ evel kreizenn sakr ar Vro, kalon ar vroadelezh, hag ar vammenn ma teue dezho pep bennozh ha pep hoal-vat.
Ha gant diskennidi Vanos edo Ti an Daou kehelet-tre : sellet e veze outan evel kreizenn sakr ar Vro, kalon ar vrôadelez, hag ar vammenn ma teue d’ezo pep bennoz ha pep hoal-vat.
1923
Référence :
SKET
p.66
Er mor-Bras emañ he mammenn, er mor-Bras eo e taol he dourioù, hag ar mor-Bras end-eeun a dremen en e bez dre an naoz anezhi.
Er mor-Bras eman he mammenn, er mor-Bras eo e taol he douriou, hag ar mor-Bras end-eeun a dremen en e bez dre an naoz anezi.
1924
Référence :
SKET.II
p.47
Tra dianat n’eo ket a be vammenn e teu an arc’houereed-se.
Tra dianat n’eo ket a be vammenn e teu an arc’houereed-ze.
1924
Référence :
SKET.II
p.50
Da vammenn ar wazh-se ez ae Velia bemdez da gerc’hat dour d’hec’h advab.
Da vammenn ar waz-se ez ae Velia bemdez da gerc’hat dour d’hec’h advab.
Ar werennad kentañ a domme dezhe o c’halon, a sklaerae mammenn o lagad ; siwazh ! an eilvet a lakae an tan da ruilhañ a-dreuz dre o gwazhied, en o empenn an alter da verviñ.
Ar werennad kenta a domme d’ê o c’halon, a sklerae mammenn o lagad ; siouaz ! an eilved a lakae an tan da ruilha a-dreuz dre o gwazied, en o empenn an alter da vervi.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).
Neket e Moridunon eo e tiskennent, hogen war glann ar vammenn-dour, e-kreiz an enezenn.
1924
Référence :
SKET.II
p.33
Bilzig a zistroas d’ar gêr, evurus a-dra-sur, met evelkent serret e galon, ur vrumennig war vammenn e lagad.
Bilzig a zistroas d’ar gêr, evurus a dra zur, met evelkent serret e galon, eur vrumennig war vammenn e lagad.
1925
Référence :
BILZ2
p.167
Sellit outi, pegen lemm eo he lagad gwer-c’hlas, hanter[z]igor war he mammenn, sklaer evel skorn, kri evel hini ur c’hazh klañv arajet, evel hini un aer-wiber, o c’hortoz piv da dagañ.
Sellet outi, pegen lemm eo he lagad gwer-c’hlas, hanter-digor war he mammenn, sklêr evel skorn, kri evel hini eur c’haz klanv arajet, evel hini eun aer-wiber, o c’hortoz piou da daga.
1925
Référence :
BILZ2
p.112
mammennoù
mammennou
1931
Référence :
VALL
Levrlennadur p IX
mammenn
1931
Référence :
VALL
pg (le bout du) biberon
Dont a rae Mari Laorañs, ar gouezerez, ha Marianna al Lo, ar grampouezherez kamm : ar gwragez kozh-se a oa evidon mammennoù a ouiziegezh vreizhek, petra bennak ma oant amzesk-pok.
Dont a rae Mari Loranz, ar gouezerez, ha Marianna al Lo, ar grampouezerez kamm : ar gwragez koz se a oa evidoun mammennou a ouiziegez vreizek, petra bennak ma oant amzisk-pok.
1944
Référence :
EURW.1
p19
Da gentañ, n'anavezen ket ur c'hamarad hepken. Un nebeut sizhunvezhioù e chomis evel-se ma-unan, teñval ma fenn, rak an dizaremprederezh a zo mammenn a dristidigezh... hag a werzennoù.
Da genta, n'anavezen ket eur c'hamarad hepken. Eun nebeut sizunveziou e chomis evel-se ma-unan, teñval ma fenn, rak an dizaremprederez a zo mammenn a dristidigez... hag a werzennou.
1944
Référence :
EURW.1
p.138
Ar pezh zo sur avat eo e oa un hengoun dre gomz an hini a oa mammenn Ilias Homeros.