Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Strilh dour er-maez eus an douar a vag ur wazh, ur stêr. Mammenn ar stêr-se zo dianav. Dour mammenn. [1924] [...] war glann ar vammenn-dour, e-kreiz an enezenn. & Trl. Amañ n'emañ ket ar vammenn : n'omp ket pinvidik. 2. Dre skeud. Orin, pennabeg. Mammenn an holl zrougoù. HS. andon, eienenn, stivell. II. 1. (db. an dud) Mamm. Bugale krog e brozh o mammennoù. & GWECHALL Terzhienn ar vammenn : kleñved diwar gontamm a varve diwarni ar mammoù nevez-wilioudet. 2. (db. parezed al loened) Gouennerez. & Ent strizh Dañvadez. Leun eo ar mammennoù. Tres ur vammenn vat zo warni. 3. Chut ur pod-bronnek. III. A. Gludenn a furm e dourennoù zo dre obererezh ar bakteri. & Ent strizh Kroc'henenn c'hludek a ziwan en dourennoù alkoolek o trein e trenkennoù. Mammenn ar gwinegr. Mammennoù zo e-barzh ar gwinegr. HS. gwele. 2. (db. ar plant) Mammenn an dour : glandour. IV. KORF. Mammenn al lagad, mammenn-lagad : mab-lagad. Mammenn e lagad. Mammennoù e zaoulagad. [1924] Ar werennad kentañ a domme dezhe o c’halon, a sklaerae mammenn o lagad [...].

Skouerioù istorel : 
30
Kuzhat roll ar skouerioù

mammenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg source

mammenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg mamen

mammenn

1699
Daveenn : Har. pg mammenn (source)

ur vammenn derv

1732
Daveenn : GReg pg gland (Pepiniere, où semil de glands.)

ar vammenn eus a un dra bennak

1732
Daveenn : GReg pg capital

an holl grasoù a ziver deomp, a zired deomp, eus an neñv, evel eus o mammenn

1732
Daveenn : GReg pg (toutes les graces nous) derivent (du Ciel, comme de leur premiere source)

ar vammenn eo eus a galz a zroug

1850
Daveenn : GON.II pg mammen

an iwerzhoneg hag ar brezhoneg a zeu diouzh an hevelep mammenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg iverzonek

ur vammenn dihesk em eus em liorzh

1850
Daveenn : GON.II pg dihesk

dour vammenn

1850
Daveenn : GON.II pg dour-vammen, dour-zaô

mammenn

1850
Daveenn : GON.II pg mammen

mammennoù

1850
Daveenn : GON.II pg mammen

amañ emañ ar vammenn eus ar stêr

1850
Daveenn : GON.II pg mammen

An Arc'hdrouiz, anvet gant Gorsedd Beirdd Ynis Prydain (mammenn an holl C'horseddoù) a zo rener evit gwir war holl C'horseddoù ar bed hag an holl Drouized-Veur a dle sentidigezh dezhañ war bezh a sell ouzh ar Barzhaz, evit ma vezo dalc'het an holl C'horseddoù war hent ar glad varzhek da virviken.

1909
Daveenn : REZI p. 7

Tri bed avat a oa. Bez’ e oa Aedobitus pe Tenedobitus [2], « Bed an Tan », mammenn pep luc’h ha pep gwrez, n’en deus gallet biskoazh krouadur, dezhañ kig hag eskern, gouzañv ar sked hag an tommder anezhañ, n’en deus nikun tizhet biskoazh, ha ne dizho biken, mont en e ziabarzh.

1923
Daveenn : SKET p.26

Ar re-se eo mammenn ha doare al lezennoù brudet anavezet dre an anv a Lezennoù Belios, hag a zo bet tremenet a-rumm-da-rumm, adalek Ariomanos betek hiziv, gant Volked an Erkunia, Nerved an Arduinna, ha meur a boblad all a Geltia.

1923
Daveenn : SKET p.53

Ha gant diskennidi Vanos edo Ti an Daou kehelet-tre : sellet e veze outañ evel kreizenn sakr ar Vro, kalon ar vroadelezh, hag ar vammenn ma teue dezho pep bennozh ha pep hoal-vat.

1923
Daveenn : SKET p.66

Tra dianat n’eo ket a be vammenn e teu an arc’houereed-se.

1924
Daveenn : SKET.II p.50

Da vammenn ar wazh-se ez ae Velia bemdez da gerc’hat dour d’hec’h advab.

1924
Daveenn : SKET.II p.17

"mammenn" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.134 « Geriadurig », « "Source" ; ivez "eienenn" ».

Ar werennad kentañ a domme dezhe o c’halon, a sklaerae mammenn o lagad ; siwazh ! an eilvet a lakae an tan da ruilhañ a-dreuz dre o gwazhied, en o empenn an alter da verviñ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

Neket e Moridunon eo e tiskennent, hogen war glann ar vammenn-dour, e-kreiz an enezenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.33

Er mor-Bras emañ he mammenn, er mor-Bras eo e taol he dourioù, hag ar mor-Bras end-eeun a dremen en e bez dre an naoz anezhi.

1924
Daveenn : SKET.II p.47

Sellit outi, pegen lemm eo he lagad gwer-c’hlas, hanter[z]igor war he mammenn, sklaer evel skorn, kri evel hini ur c’hazh klañv arajet, evel hini un aer-wiber, o c’hortoz piv da dagañ.

1925
Daveenn : BILZ2 p.112

Bilzig a zistroas d’ar gêr, evurus a-dra-sur, met evelkent serret e galon, ur vrumennig war vammenn e lagad.

1925
Daveenn : BILZ2 p.167

mammennoù

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p IX

mammenn

1931
Daveenn : VALL pg (le bout du) biberon

Da gentañ, n'anavezen ket ur c'hamarad hepken. Un nebeut sizhunvezhioù e chomis evel-se ma-unan, teñval ma fenn, rak an dizaremprederezh a zo mammenn a dristidigezh... hag a werzennoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.138

Dont a rae Mari Laorañs, ar gouezerez, ha Marianna al Lo, ar grampouezherez kamm : ar gwragez kozh-se a oa evidon mammennoù a ouiziegezh vreizhek, petra bennak ma oant amzesk-pok.

1944
Daveenn : EURW.1 p19

Ar pezh zo sur avat eo e oa un hengoun dre gomz an hini a oa mammenn Ilias Homeros.

2016
Daveenn : ILIAS p. 5

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial