Va mamm-gozh a oa ur vaouezig strizh ha treut-ki, met daoust da se ken nerzhus hag un aneval, ha buhez enni evel n'hoc'h eus gwelet biskoazh ; eviti da vezañ o loeniñ a-hed an deiz, morse ne teue liv ar skuizh warni.
Aon am beze dalc'hmat rak bezañ heget gant ar grennarded all, ha gwech an amzer e kleven digant hemañ pe henhont : "Sach da reor alese, gogez e vamm-gozh ! "...
Mat e oa ar stal ganto, Doue d'o fardono o-daouig [sic, o-daouik], met daoust da se n' on ket bet savet er vourc'h, met er c'hrav gozh war un tamm tosenn, Krec'h Eliez, hervez ma vez graet diouti, e ti va zad-kozh ha va mamm-gozh, da lavarout eo en ti emaon bremañ o chom ennañ.
Unan nebeutoc'h a dud am boa da welout er familh, rak ar vamm-gozh a chome din a oa marvet keit ha ma oan pell eus ar vro, ur bloaz a oa, er memes miz ha ma varvas ivez Emil Ernault hag ar chaloni Uguen.
Mots précédents
Mots suivants
mamm-guñv