Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Bro m'eur bet ganet ha ma vezer stag outi dre liammoù a garantez. Ma mammvro am eus kuitaet. [1955] [H]a da c’hortoz, n’eo ket Priel hepken, met Te, va mammvro, Te, Breizh a-bezh, daoust ha ne oas ket dija em gwad, em eskern, em elfoù kerkoulz hag em ene ?...

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

Ne anavezomp na mammvro "vras", na mammvro "vihan". Ne anavezomp nemet Ar VAMMVRO n'eus nemeti: Breizh.

1911
Référence : PSEP p V

Disklêriañ a rejont na oant ket deut er vro e-sell da ziazezañ enni, hogen evit kenwerzhiñ ; ez oa, koulskoude, o menoz chom enni ur pennad-amzer hag ez oant tuet, e-keit ha ma chomjent, da reiñ da vibien Vanos an holl gennerzh a c’hallje ar re-mañ da c’hoantaat ; ez oa reizh-mat dezho sevel kevredad hag en em skoaziañ o vezañ ma’z oant an eil re hag ar re all ermaeziaded war an douar-se ma teuent di dre vor eus ar C’huzh-heol ha mibien Vanos dre zouar eus ar Sav-heol, hag ouzhpenn, pa rae dezho an doueed kejañ ker burzhudus el lec’h-se, hag int keit-ha-keit-all dioutañ ar mammvroioù anezho, eo o doa, hep mar, un dezo bennak en o c’heñver.

1923
Référence : SKET p.101

mammvro

1923
Référence : SKET p.184, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Patrie".

A-nebeudoù evel-se e sile en e eñvor, en e spered, nerzh ha furnez, holl c’hened e vammvro ; arabat eo ankounac’haat he zechoù, he sioù, he youloù mat pe fall.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.973-974 (Even 1924)

mammvro

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXV

Ra vanje an holl draoù el lec’h ma’z oa dleet dezho bezañ ! o c’havout a rajen kerkent ha deut en-dro d’ar gêr, ha da c’hortoz, n’eo ket Priel hepken, met Te, va mammvro, Te, Breizh a-bezh, daoust ha ne oas ket dija em gwad, em eskern, em elfoù kerkoulz hag em ene ?... Da be vad ’ta kimiadiñ diouzhit ? den ne lavar kenavo da neb a zo chadennet start outañ da virviken.

1955
Référence : VBRU p.21-22

Prometet 'n doa Monsieur Veto / Bez' atav feal d'ar vamm-vro. / He zrubardet en deus : / Gwall ziwezhat kaout keuz.

1960
Référence : PETO p.44

En ur ziskenn gant ar skalieroù e teu war ma spered, dirat-kaer din, ar varzhoneg vihan-se a veze desket deomp er skol kentañ-derez: "Petra eo hon mammvro? Ha n'eo ket ar plaenennoù? Ha n'eo ket ar menezioù gouez uhel? Ha n'eo ket an heol ouzh he sklêrijennañ? Ha n'eo ket ar stered skedus? Echuiñ a ra ar varzhoneg, diouzh a gounaan, gant "war-raok, bugale".

2015
Référence : EHPEA p224

L'Office public de la langue bretonne