Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Bro m'eur bet ganet ha ma vezer stag outi dre liammoù a garantez. Ma mammvro am eus kuitaet.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Ne anavezomp na mammvro "vras", na mammvro "vihan". Ne anavezomp nemet Ar VAMMVRO n'eus nemeti: Breizh.

1911
Daveenn : PSEP p V

mammvro

1923
Daveenn : SKET p.184, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Patrie".

Disklêriañ a rejont na oant ket deut er vro e sell da ziazezañ enni, hogen evit kenwerzhiñ ; ez oa, koulskoude, o menoz chom enni ur pennad-amzer hag ez oant tuet, e-keit ha ma chomjent, da reiñ da vibien Vanos an holl gennerzh a c’hallje ar re-mañ da c’hoantaat ; ez oa reizh-mat dezho sevel kevredad hag en em skoaziañ o vezañ ma’z oant an eil re hag ar re all ermaeziaded war an douar-se ma teuent di dre vor eus ar C’huzh-heol ha mibien Vanos dre zouar eus ar Sav-heol, hag ouzhpenn, pa rae dezho an doueed kejañ ker burzhudus el lec’h-se, hag int keit-ha-keit-all dioutañ ar mammvroioù anezho, eo o doa, hep mar, un dezo bennak en o c’heñver.

1923
Daveenn : SKET p.101

A-nebeudoù evel-se e sile en e eñvor, en e spered, nerzh ha furnez, holl c’hened e vammvro ; arabat eo ankounac’haat he zechoù, he sioù, he youloù mat pe fall.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.973-974 (Even 1924)

mammvro

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXV

Prometet 'n doa Monsieur Veto / Bez' atav feal d'ar vamm-vro. / He zrubardet en deus : / Gwall ziwezhat kaout keuz.

1960
Daveenn : PETO p.44

En ur ziskenn gant ar skalieroù e teu war ma spered, dirat-kaer din, ar varzhoneg vihan-se a veze desket deomp er skol kentañ-derez: "Petra eo hon mammvro? Ha n'eo ket ar plaenennoù? Ha n'eo ket ar menezioù gouez uhel? Ha n'eo ket an heol ouzh he sklêrijennañ? Ha n'eo ket ar stered skedus? Echuiñ a ra ar varzhoneg, diouzh a gounaan, gant "war-raok, bugale".

2015
Daveenn : EHPEA p224

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial