Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joa a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.
ar vamm
ar vamm
mamm
mamm-iou
ar vamm-voualc'h
mamm
Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hont tadou kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizik-kreiz bro an Azia; ar vamm o lavare d'he merc'h, e korn an oaled, e-pad ar goan; hag an tad d'e vab, en disheol, en hañv; hag ar verc'h hag ar paotr, o vezañ deuet en oad d'o zro, a gemere o bugale plijadur en ur glevet ar pezh en doa divuzet tad ha mamm gwechall)
« Job », emezi, « an dic’harzh n’eo ket, sur, boulc’het start, rak ho falz a oa chomet war gorre an armel. It eta d’ar waremm hiziv ha boulc’hit an dic’harzh evit mat ! Ha, dreist-holl, na lavarit ket gevier d’ho mamm, rak ar mammoù a zo finoc’h c’hoazh eget o bugale, hag, abred pe ziwezhat e teuont atav da c’houzout ar wirionez ! »
Kement-se holl a gase kuit an nec'hamant mes pa oa tremenet ar porrastell ha ni deut e-barzh porzh ar golaj, a oa leun a weturioù evel hon hini, a vammoù gant bep seurt koefoù, a baotred a bep seurt mentoù, neuze un hirvoud a savas d'am fenn, ha me da lavarout d'am mamm : — « Me ne chomin ket amañ... Deomp d'ar gêr war hor c'hiz ».
Santez Vari, Mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herien, hiziv ha da eur hor marv !
- Pleustriñ a reomp war gement Levr Sakr a zo, war oberoù Prederouriezh ha Doueoniezh Doktored hor Mamm Santel an Iliz...
Ouzhpenn, feuket e oa en ur soñjal en e vamm, du-hont, keit-all, e Breizh-izel, ur vaouez vat ha karantezus mar doa, hag en e c'hoarezed bihan, mibin ha drev e-giz un torad filiped. Skoazellerezed an Drouk-spered ? Neuze 'ta !... Krouadurien Doue, dres evelto, gant un ene da saveteiñ, ne lavaran ket.
Salv e vefe ac'hanon-me da gefrisa ! - O ! o ! a droc'he ar breur Arturo, o virvilhañ. Arabat ! arabat !... Va danvez-pried-me n'eo ket eus ar Bed-mañ. Va muiañ-karet-me ne c'hell bezañ ha ne vo nemet Hor Mamm Santel an Iliz.
Ar mammoù dougerezed
Kennerzhet e voen gant ar c'heloù-se, hag e c'hellis mont evel-se, un tamm divec'hiet va spered, da Loperc'hed da sikour va mamm da brientiñ douar evit lakaat sivi.
N'em boa ket klasket gouzout hag un dra vat e vije bet goprañ mammoù en o-unan nemetken.
Rak an daou-se n'int chalet nemet gant o sac'h. Ma mamm, a gemere preder ganeomp-holl, a zo bet tortet gantañ.
Ober a ra ur c'hoarzadenn. "A-zevri emaout? Ar c'hegid bras a vez kavet e pep lec'h e bro-C'hres. Ken boutin eo hag ar c'hwervizon a veze kuntuilhet gant hon mammoù."
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
mamm-