Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Pezh dilhad da wiskañ an dorn, biz ha biz. Ur re vanegoù. Gwiskañ, diwiskañ e vanegoù. & (en e furm lies goude ar gm. a.) Ur manegoù : an div vaneg a ya a-gevret. War e zaou zorn e oa ur manegoù. Ur manegoù lêr. 2. Maneg emwalc'hiñ : doare maneg a c'hronn an dorn hag a reer ganti d'en em walc'hiñ. & Maneg veudek : maneg m'emañ dispartiet ar meud diouzh ar pevar biz all. & Manegoù boks : manegoù a wisker evit ober boks. & Manegoù houarn : kefioù-dorn. 3. Trl. skeud. Reiñ moull ar vaneg da lipat da ub. : skeiñ flac'hadoù gantañ. & Gwiskañ e vanegoù war an tu gin : mont ouzh ub. gant ardoù, doareoù pilpous. 4. Sammad arc'hant roet war ar marc'had (er-maez lezenn dre vras). Bez' em eus kant lur manegoù da reiñ.

Exemples historiques : 
27
Masquer la liste des exemples

maneg

1499
Référence : LVBCA p138 (gand)

maneg

1659
Référence : LDJM.1 pg gand

maneg

1732
Référence : GReg pg gant (ou gan)

parat manegoù

1732
Référence : GReg pg appareiller

disparañ manegoù, mañchetezoù, ejened, roñseed

1732
Référence : GReg pg deparier (des gands, des manchettes, des boeufs, des chevaux)

manegoù

1732
Référence : GReg pg gant (ou gan, p.)

maneg

1732
Référence : GReg pg gant (ou gan, Van.)

manegoù

1732
Référence : GReg pg gant (ou gan, Van., p.)

Ker soubl eo evel ur vaneg.

1732
Référence : GReg pg gant (Il est souple comme un gan.)

gwiskañ e vanegoù

1732
Référence : GReg pg ganter (Se ganter.)

gwisket e vanegoù

1732
Référence : GReg pg ganter (Se ganter.)

gwuskiñ e vanegoù

1732
Référence : GReg pg ganter (Se ganter, Van.)

manegoù

1850
Référence : GON.II pg manek, maneg

maneg

1850
Référence : GON.II pg manek, maneg

manegoù-brec'h

1850
Référence : GON.II.HV pg manégou (-bréac'h)

maneg-vrec'h

1850
Référence : GON.II.HV pg manek (-vréac'h)

maneg-kere

1850
Référence : GON.II.HV pg manek (-kéré)

tennit ho maneg

1850
Référence : GON.II pg manek, maneg

En em gavet da vont da di / Ur furlukin a Leskudenn, / E voe mantret-holl o welet / Kement all a draoù oc'h bizhier : / Dilhajoù glas, ruz, marellet, / Barvouskennoù, manegeier, / Rokedennoù, frezilhonoù, / Darn arc'hantet, darn alaouret, / Saeoù goullo, soroc'helloù / E pep giz zo hag a zo bet / Dastumet eno eus pep bro.

1867
Référence : MGK p138-139

En Henamzer e wiske ar waregerien ur vaneg veskenek evit en em ziwall ouzh stokadenn ar gordenn.

1924
Référence : SKET.II p.19, Notenn (3)

Brigia (2), merc’h da Vissurix, a wias evit ar bugel ur vanegig a oa graet holl a vailhoù arc’hant, ha hi ker gwevn hag ur vaneg c’hloan. Da waregañ e wiske ar bugel ar vaneg-se (3).

1924
Référence : SKET.II p.19

"maneg veskenek" gg.

1924
Référence : SKET.II p.134 « Geriadurig », "gant à doigtier".

Ar manegeier-se, er brezel, a veze outo, moarvat, laonennoù metal.

1924
Référence : SKET.II p.19, notenn (3)

An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !

1944
Référence : EURW.1 p.194

Un « uniform » ofisourien-vor a oa ganimp ha difennet e oa mont e-maez ar skol hep manegoù, hep mañchetezoù feret, ha d'ar goañv, hep bodreoù lêr.

1944
Référence : EURW.1 p51

Tostaat a ra ouzhin en ur ziwiskañ e vanegoù surjian.

2015
Référence : EHPEA p12

E kombod ar manegoù e a paperoù ar c'harr, aotre-bleniañ Demertzís hag ur re vanegoù.

2016
Référence : BARDF p. 63

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux