Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh dilhad da wiskañ an dorn, biz ha biz. Ur re vanegoù. Gwiskañ, diwiskañ e vanegoù. & (en e furm lies goude ar gm. a.) Ur manegoù : an div vaneg a ya a-gevret. War e zaou zorn e oa ur manegoù. Ur manegoù lêr. 2. Maneg emwalc'hiñ : doare maneg a c'hronn an dorn hag a reer ganti d'en em walc'hiñ. & Maneg veudek : maneg m'emañ dispartiet ar meud diouzh ar pevar biz all. & Manegoù boks : manegoù a wisker evit ober boks. & Manegoù houarn : kefioù-dorn. 3. Trl. skeud. Reiñ moull ar vaneg da lipat da ub. : skeiñ flac'hadoù gantañ. & Gwiskañ e vanegoù war an tu gin : mont ouzh ub. gant ardoù, doareoù pilpous. 4. Sammad arc'hant roet war ar marc'had (er-maez lezenn dre vras). Bez' em eus kant lur manegoù da reiñ.

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

maneg

1499
Daveenn : LVBCA p138 (gand)

maneg

1659
Daveenn : LDJM.1 pg gand

manegoù

1732
Daveenn : GReg pg gant (ou gan, Van., p.)

parat manegoù

1732
Daveenn : GReg pg appareiller

disparañ manegoù, mañchetezoù, ejened, roñseed

1732
Daveenn : GReg pg deparier (des gands, des manchettes, des boeufs, des chevaux)

maneg

1732
Daveenn : GReg pg gant (ou gan)

manegoù

1732
Daveenn : GReg pg gant (ou gan, p.)

maneg

1732
Daveenn : GReg pg gant (ou gan, Van.)

Ker soubl eo evel ur vaneg.

1732
Daveenn : GReg pg gant (Il est souple comme un gan.)

gwiskañ e vanegoù

1732
Daveenn : GReg pg ganter (Se ganter.)

gwisket e vanegoù

1732
Daveenn : GReg pg ganter (Se ganter.)

gwuskiñ e vanegoù

1732
Daveenn : GReg pg ganter (Se ganter, Van.)

Tennit ho maneg.

1850
Daveenn : GON.II pg manek ou maneg (ôtez votre gant).

manegoù

1850
Daveenn : GON.II pg manek ou maneg (gant, ce qui sert à couvrir les mains et à les garantir du froid. Pl.)

maneg-vrec'h

1850
Daveenn : GON.II.HV pg manek-vréac'h (miton, sorte de gant qui ne couvre que l'avant-bras).

maneg-kere

1850
Daveenn : GON.II.HV pg manek-kéré (manique, gant que certains ouvriers, tels que cordonniers, se mettent à la main, pour qu'elle puisse résister au travail).

manegoù-brec'h

1850
Daveenn : GON.II.HV pg manek-vréac'h (miton, sorte de gant qui ne couvre que l'avant-bras. Pl.)

maneg

1850
Daveenn : GON.II pg manek ou maneg (gant, ce qui sert à couvrir les mains et à les garantir du froid).

En em gavet da vont da di / Ur furlukin a Leskudenn, / E voe mantret-holl o welet / Kemend-all a draoù oc'h bizhier : / Dilhajoù glas, ruz, marellet, / Barvouskennoù, manegeier, / Rokedennoù, frezilhonoù, / Darn arc'hantet, darn alaouret, / Saeoù goullo, soroc'helloù / E pep giz zo hag a zo bet / Dastumet eno eus pep bro.

1867
Daveenn : MGK p138-139

manegoù ar soudarded

1899
Daveenn : AML p.8 (les gants des soldats)

Brigia (2), merc’h da Vissurix, a wias evit ar bugel ur vanegig a oa graet holl a vailhoù arc’hant, ha hi ker gwevn hag ur vaneg c’hloan. Da waregañ e wiske ar bugel ar vaneg-se (3).

1924
Daveenn : SKET.II p.19

Ar manegeier-se, er brezel, a veze outo, moarvat, laonennoù metal.

1924
Daveenn : SKET.II p.19, notenn (3)

maneg veskennek

1924
Daveenn : SKET.II p.134 (Geriadurig, gant à doigtier)

En Henamzer e wiske ar waregerien ur vaneg veskenek evit en em ziwall ouzh stokadenn ar gordenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.19, Notenn (3)

An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù-lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

Un « uniform » ofisourien-vor a oa ganimp ha difennet e oa mont e-maez ar skol hep manegoù, hep mañchetezoù feret, ha d'ar goañv, hep bodreoù lêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p51

Evel boaz, roet e voe d’Alfoñs trizek dornadigoù stoub ha lanfas betegouzout ne vastarje e vanegoù gwenn gant eol pe c’hlaou en ur ziskenn gant an diri bete kambr ar c’haoterioù.

1954
Daveenn : VAZA p.129

Ur pennad goude, ha setu ni dija o ruzañ e-kreiz ur rakkêr baour ha mezhus a-walc’h rak kement kêrbenn a zo, Pariz koulz ha Berlin, a laosk ar seurt reputailhoù war doull he dor, evel ur goantenn stipet en he c’haerañ hag a gredfe en em ziskouez gant manegoù toull ha gant kailhar war vevenn he sae.

1955
Daveenn : VBRU p.46

Stipet kaer pe gaeroc’h e oa ar re-mañ gant o gouriz ler [sic, lêr] verniset, o manegoù gwenn, ha netra n’en divije bet ar c’hintusañ kemener da damall na da zanvez na da stumm o dilhad.

1955
Daveenn : VBRU p.29

Kit da skidañ, Aotronez, gant ho manegoù gwenn, ho togoù piped kouevr hag ho mezher ker, gwell eo ganin tremen gant ur c’hozh vragoù ruz takonet, ur vantell c’hlas dislivet hag ur re votoù hep stumm na neuz, gant ma vo sellet ouzhin evel ouzh un den, ha n’eo ket e-giz-mañ, evel pa vijen ul loen, pe ur veradenn gaoc’h yar !

1955
Daveenn : VBRU p.32

Ha bremañ ’vat p’am boa dilhad, roched, kravatenn ha manegoù gwenn, botoù ha mantell Aotrou, n’hellen ket evel-just chom hep prenañ un tog foñs hir.

1955
Daveenn : VBRU p.25

Tostaat a ra ouzhin en ur ziwiskañ e vanegoù surjian.

2015
Daveenn : EHPEA p12

E kombod ar manegoù e a paperoù ar c'harr, aotre-bleniañ Demertzís hag ur re vanegoù.

2016
Daveenn : BARDF p. 63

Ofis publik ar brezhoneg