Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

A. 1. Dinaou pe bouez-traoñ dister. Aes eo ar park da zourañ rak ardraoñ zo gantañ. An dour ne c'hall ket chom hep redek war an ardraoñ. 2. Lodenn izelañ ul lec'h, un dachenn. An dour a gouezho war an irvi a ranko ruilhal en ardraoñ hep gallout sevel d'al laez. & Dre ast. Gorreenn war ziskenn, nebeud a zinaou ganti. An erin a oa flour ha glas e ardraoñ ouzh tu ar c'huzh-heol. HS. diribin. 3. (db. ar stêrioù) Lodenn eus ur stêr zo etre ur poent lec'hiet war he naoz hag he fenn izelañ. Ardraoñ ar stêr. B. Tr. ar. EN ARDRAOÑ DA. 1. Izeloc'h eget, a-hed ur stêr. En ardraoñ d'ar Ruhr e sav kargadoù kailh ha glaou hag e tiskenn an oberiadoù. ES. argrec'h. 2. Nevez, dre skeud. (en armerzh hag en teknikoù) Goude ar poent a gomzer anezhañ, warlerc'h ar mare a gomzer anezhañ en un argerzh. En ardraoñ d'al labour-douar e vez kavet embregerezhioù o treuzfurmiñ hag o werzhañ an danvezioù. ES. argrec'h.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux