en traoñ
traoñ
e traoñ
d'an traoñ
Ar well-wazh roet gant Shepard, avat, a ziskouez e tigresk an diribin-se war-du an traoñ: a-hed ar 102 ganienn bet imbroudet e kaver 11,62%, ha 6,63% ha 4,76% evit ar c'hevrennoù uhel, etre hag izel.
A-benn ar fin, Job a lavaras : — « N’omp ket evit chom amañ evel daou azen ; ret eo deomp mont war-du ur penn bennak, d’al laez pe d’an traoñ, da labourat start… Soñjit! Lom… hanter-kant lur eo koustet deomp evit tri devezh, ha n’em eus ket c’hoant da reiñ hanter-kant lur all a-benn fin ar sizhun.
Petra a wele du-hont ? Ur pakad du o vont d’an traoñ gant tizh an dour !
En traoñ, e-harz mogerioù serzh ar manati, war skourr ur wezenn-ber, e kendalc’h an nozkaner, an eostig, gant e serenadenn.
Stummet e oa an aoter e-giz un iliz-veur gotek, gant un niver bras a dourioù beget-uhel, hag aour-wisket [aourwisket], traoñ ha laez, hervez giz Spagnoliz.
D’an ampoent e oa ur manac’h bihan, echu gantañ diboultrennañ an aoterioù rikamanet gant aour, o hastout dre ar vali greiz, davet traoñ an iliz, da serriñ dor vras ar straed.
A-raok koan, e rae an danvez-leaned o monedone, en ur zivizout gant an tadoù-renerien, en hanterenn ledanañ eus ar vali, etre div c'harzhad beuz, traoñ koad an dorgenn.
Met al loen pounner a risklas, a gouezhas war e reor, hag e risklas evel-se war e benn a-dreñv betek traoñ an diribin, hag eno e oa ur poullad mat a zour evit e zegemer.
Bloavezhioù kentoc'h, pa oa bet klasket togañ unan eus tourioù penniliz Sant-Denez, e oa disac'het hemañ ha kouezhet d'an traoñ.
Dindan skeudenn ar roue Gralon, uhelbintet etre an daou dour met ivez rag-eeun a-us skeudenn an dug e-unan, pell en traoñ ouzh ar porched (n'emañ ket mui ar skeudenn diwezhañ-mañ da vezañ gwelet), e oa enskrivet kement-mañ : "Evel ma roas impalaer Konstantin d'ar pab e zouar, heñvel doare e roas an douar-mañ da Gaourantin Gralon, roue kristen Bretoned Arvorig.
Pebezh kerse, pebezh koll nerzh hag amzer e vije bet kas d'an traoñ ar pezh edod a baouez echuiñ a-raok en em reiñ d'un oberenn a oa da badout c'hoazh tri c'hard kantved !
Mots précédents
Mots suivants
traoñ